Mont d’an endalc’had

Kastell Charlottenburg

Eus Wikipedia
Talbenn kastell Charlottenburg

Kastell Charlottenburg (Schloss Charlottenburg en alamaneg) a zo ur c'hastell lec'hiet e karter Charlottenburg e Berlin. Palez brasañ Berlin eo.

E 1695 e voe kroget d'e sevel. Lietzenburg e oa anv al lec'h d'ar mare-se. Ur palez barok eo, ijinet gant Nering. Urzhiet e voe gant ar rouanez Sophie Charlotte von Hannover, gwreg Friedrich Iañ Prusia, hag eñ priñs-dilenner Brandeburg. D'ar mare-se e oa bet aozet ar c'hastell evel un ti-annez da dremen an hañv (Sommerhaus). Met goude ma voe anvet Friedrich da roue Prusia e 1701 e voe kresket ar savadur dindan renerezh an tisavour Eosander von Göthe. Goude marv e wreg e 1705 e tibabas ar roue an anv Charlottenburg d'hec'h enoriñ. Labourioù a voe etre 1709 ha 1712 : tourelloù hag an Ti-Orañjez a voe ouzhpennet.

Er c'hastell ez eus ur sal anvet ar gambr goularz (Bernsteinzimmer), peogwir eo kinklet ar mogerioù anezhi gant panelloù goularz, hag a-wechoù e vez lavaret ez eo eizhvet burzhud ar bed. Dont a ra ar mennozh eus Danzig ha Königsberg, ma voe savet ar steuñvioù etre 1701 ha 1709 gant Gottfried Wolffram, Schacht hag Ernst Gottfried Turau. Savet e voe ar sal diwar urzhioù Andreas Schlüter.

Pa varvas Friedrich Iañ e 1713 e voe perc'hennet ar c'hastell gant ar roue Friedrich Wilhelm Iañ Prusia. E 1716 e profas ar gambr goularz d'an tsar Pêr Gentañ. Goude e varv e 1740 e c'houlennas ar roue nevez Friedrich II Prusia digant Knobelsdorff sevel ur gazel nevez. Goude-se ez eas aliesoc'h Friedrich da gastell Sanssouci, a zo e Potsdam, hag e tilezas Charlottenburg.

Dindan ren e niz Friedrich Wilhelm II Prusia (1744-1797) e voe ouzhpennet savadurioù all : gant Langhans e voe savet an Ti-Orañjez bihan, ar Gwelva hag ar c'hoariva (1790). Ar roue a c'houlennas ivez ma vije adkinklet ha kempennet salioù nevez, evit ma c'hallje chom er c'hastell e-pad ar goañv (Winterkammern). Rouaned Prusia a chomas e Charlottenburg betek dibenn ren Friedrich Wilhelm IV. Pa varvas e 1861 e voe dilezet ar c'hastell, ha broadelet.

Ouzh pondalez ar c'hastell e voe embannet krouidigezh Republik Weimar d'an 9 a viz Du 1918.

Liorzhoù kastell Charlottenburg

A-drugarez d'he c'henitervez Liselotte von der Pfalz he doa ar rouanez Sophie Charlotte von Hannover dizoloet al liorzhoù bet aozet gant André Le Nôtre e Frañs, ha plijet-bras e oa bet. Siméon Godeau e voe savet park Charlottenburg e 1697, diwar reolennoù strizh al liorzhoù mod gall. E penn-kentañ an XIXvet kantved e voe adstummet al liorzhoù er mod saoz gant Peter Joseph Lenné. Distrujet penn-da-benn e voe ar park e-pad bombezadegoù an Eil Brezel-Bed, ha pa voe adsavet e voe miret ar mod gall en e greiz, padal ez eo ar mod saoz a zo bet implijet tro-dro.

An Ti-Orañjez

Schinkel-Pavillon (Neuer Pavillon)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stumm an ti-annez hañv-se a zo diazezet war hini kenkiz Chiatamone, ma chomas Friedrich-Wilhelm III. Ken entanet e oa bet ken e roas skouer ar c'henkiz italian da Schinkel. Diabarzh ar savadur a zo arouezius eus al luskad Biedermeier, hag a voe a-bouez en Alamagn e penn-kentañ an XIXvet kantved : diginkl, pleustrek hag uvel eo. Un testeni eus an arzoù da vare Friedrich Wilhelm III eo ivez : pezhioù-arrebeuri ha traoù eus ar mare-se agaver ennañ, hag ivez livadurioù gant Schinkel ha gant Caspar David Friedrich.

Ar Gwelva

Ar Gwelva (1789-1790) a voe treset gant Carl Gotthard Langhans. Ti te Friedrich Wilhelm II e voe. Ennañ ec'h aozee emvodoù hudsperedouriezh. Eeun eo talbenn ar savadur : n'eo ket ur savadur rococo, met unan nevez klasel. Er Gwelva emañ mirdi Labouradeg porselen ar roue, ma tizoloer istor porselen Berlin en XVIIIvet ha XIXvet kantved.

Ar C'hañvdi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Plijet-bras e oa ar rouanez Luise von Mecklenburg-Strelitz gant Charlottenburg. Pa varvas e tivizas he gwaz Friedrich Wilhelm III Prusia, lakaat sevel ur c'hañvdi eno. Savet e voe e 1810 gant Heinrich Gentz, diwar ur raktres gant Schinkel. Meur a wech e voe kresket, da zegemer izili all ar familh Hohenzollern. Bez ar rouanez a zo savet gant marbr Carrara, ha savet e voe gant Christian Daniel Rauch.

Hiziv an deiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar c'hastell e 1943
Bez ar rouanez Luise

Kalz a zistruj a voe e-pad an Eil Brezel-Bed, hag adsavet e voe ar c'hastell goude 1945. Echuiñ a reas al labourioù e 1966. Ennañ e kaver ivez ur mirdi gouestlet d'ar ragistor ha d'ar c'hentistor. Etre 2004 ha penn-kentañ 2006 edo prezidant Alamagn o chom ennañ, peogwir e oa labourioù e kastell Bellevue.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.