Mont d’an endalc’had

Kastell-Paol

Eus Wikipedia
Kastell-Paol
An iliz-veur ha chapel ar C'hreiz-kêr.
An iliz-veur ha chapel ar C'hreiz-kêr.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Saint-Pol-de-Léon
Bro istorel Bro-Leon Bro-Leon
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Montroulez
Kanton Kastell-Paol (pennlec'h)
Kod kumun 29259
Kod post 29250
Maer
Amzer gefridi
Stéphane Cloarec
2020-2026
Etrekumuniezh Gorre-Leon Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Montroulez
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 6 841 ann. (2022)[1]
Stankter 297 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 41′ 10″ Norzh
3° 59′ 06″ Kornôg
/ 48.6861, -3.985
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 57 m
Gorread 23 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kastell-Paol

Kastell-Paol a zo ur gumun eus Bro-Leon, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh. Pennlec'h kanton Kastell-Paol eo.

  • Dre gomz, er vro, e vez berraet alies an anv e "Kastell" hepken.

Ar Brezoneg er Skol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].

Ya d'ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ur skol Diwan a zo eno abaoe 1978.
  • E distro-skol 2024 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 75 skoliad (13,8 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[3]
«Rannet: ouzh 1, en aour e leon kudennek o terc'hel ur gammell eskob en gul; ouzh 2, en erminig, karget gant ur gouezoc'h en sabel lagadet ha stilhonet en argant, gwakoliet gant ur gurunenn en aour; o skorañ un tour en gul tourigellet a deir fezh ouzh konk a-zehoù.»
  • ger-ardamez: Non offendo sed defendo
  • Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh daou zen eus "parrez ar Groaz" (e Kastell bremañ), Guillaume Moul, menajer, hag un den anvet Péron (graet e veze Calais ha Saint Paul dioutañ ivez), goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[4].
  • 269 gwaz eus ar gumun, da lavaret eo 3,44% eus ar boblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[6].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz-veur Kastell-Paol, an iliz-veur giz c’hotek Paol Aorelian, ur vazilikenn a eil renk a vez garaet anezhi ivez iliz ar C’hemenn da Varia, a voe war aspadennoù un iliz-veur roman eus an XIIvet kantved. Enni ez eus un nev heverk eus an XIIIvet kantved e maen-raz eus Caen, hag a zo dibar pe dost e Breizh, hag ur c’heur e greunit eus ar XVvet kantved.
  • Chapel Itron-Varia ar C'hreiz-kêr (XIVvetXVvet kantved, a sav he c'horzenn betek 80 m pe dost, zo dezhi unan eus ar c'hloc'hdioù uhelañ eus Breizh hag unan eus ar skouerioù kaerañ eus ar c'hloc'hdioù dantelezet. Gant he nouspet toull-penestr warn-ugent n'en deus ket an avel a grog enni. Adsavet e voe goude tan-gwall 1375, gant un tisavour saoz, hervez kont.
  • Kloc'hdi chapel Sant Jozef, warnañ ar bloaziad 1716, a zeu eus chapel-gouent an Ursulinezed, a oa un dek metr bennak pelloc'h gwechall. Amañ e oa bet kaset hag adsavet ar c'hloc'hdi, dezhañ 33 m uhelder, war chapel Ti Retredidi beleien an eskopti. Hounnezh, bet staliet e domani maner Kerguz, ouzhpznn 4 hektar dezhañ, a oa bet anvet Bel Air e-pad pell amzer, abalamour ma oa kaer ar gwel war ar mor alese. Ar chapel a dakveze d'ober lidoù kañv. Adkempennet e oa bet er bloavezhioù 70 ha kadorioù-kloz kaer he deus, un aoter bras-divent e marmor hag ur c'hantolor-skourret brav-meurbet hervez giz an Arz-kinklañ.
Aerouant war ti ar Chalonied
  • Ti ar Chalonied, ur bravig eus savouriezh an Azginivelezh, a voe savet gant ar chaloni Ricard war-dro 1530. Ur c'hloastr a gase ac'hann d'an iliz-veur. Setu perak e oa bet roet an anv "ar C'hloastr Bihan" d'ar blasenn a zisparti anezho. Kornioù tal an ti, kinklet gant ul leon hag un aerouant, zo aroueziet ganto e oa stag ar chaloni diazezer war un dro ouzh ar geoded (arouez Bro-Leon eo al leon) hag ouzh an iliz. An dourell zo enni ur viñs kaer-kenañ.
    An ti a voe lakaet seziz warnañ e-pad an Dispac'h Bras hag a voe treuzfurmet e 1791, hag evit un dek bloavezh bennak, e skol vroadel an hidrografiezh ma veze stummet skolidi eus ar Verdeadureh Kenwerzh. Goude-se e voe perc'hennet gant e-leizh a dud lerc'h-ouzh-lerc'h, en o zouez ur marc'hadour gwin hag en doa engravet e anv ("Sou") war skoed-ardamez an talbenn. En ti, perc'hennet gant ar gumun, e vez degemeret ingal diskouezadegoù arz.
Ar Feunteun Lenn ar Gloar
  • En deroù e oa ar feunteun Lenn ar Gloar en anv an eskob kentañ, Sant-Paol, en dije benniget anezhi pa oa degouezhet e kêr er VIvet kantved. Morse n'eo bet gwelet o vont da hesk, ha pa vefe pennnadoù sec'hor bras.
    Ar feunteun sakr a red an dour anezhi betek ar poull-kannañ zo e-kichen, zo ur c'hustod a-zioc'h dezhi gant un delwenn eus ar Werc'hez hag he Bugel e maen kersanton eus ar XVIvet kantved. E-pad pell amzer e veze graet ur Pardon eno bep bloaz d'ar 15 a viz Eost/ Brudet eo evel feunteun bareañ : nammidi ha klañvourien a-leizh o dije adkavet ar pare alied dre skuilhañ an dour-se war o c'horf.
    Straed ar Poulloù-kannañ zo bet, e-pad pell, unan eus hentoù pennañ ar gumun. Evit mont e kêr, e tremene an dud (hag ar rederigoù eus an XIXvet kantved) dre un hent kammigellek adalek ar C'hreiz-kêr evit en em gavout er straed-se. Ul lec'h-arsav evit ar c'hezeg-post oa al leti e-kichen.
    Ar poulloù, a-raok talvezout da gannañ al lienaj-ti, a veze implijet evit gwennaat an neudennoù lin hag ivez evit naetaat kouraihoù kigerezhioù ru an Eskern (Rue aux Os/ e galleg deuet da vezañ /rue aux Eaux/ hiziv an deiz !).
Ar Feunteun Sant-Rok
  • Adsavet e voe feunteun Sant-Rok e 1897 pa voe digoret an hent a gas eus ar Gar da Liorzh kastell ar Gernevez. Kinklet eo gant ardamezoù an tiegezh Budes : "en argant gant pin geoted, hebiaet gant div flourdilizenn en gul". Warni emañ ar ger-ardamez "Superis victoria faustis". N'eus delwenn sant ebet ken.
    Soñj a zegas ar savaduig greunit e oa liammet strizh al lec'h, geuniek ha distro kër, ouzh anv sant Rok, gwarezer an dud klañv gant ar vosenn. Rak meur a wech e voe skoet kêr gant reuziadoù bosenn er Grennamzer. Ur "c'hlañvdi", da lavaret eo ur gêriadennig tiez-soul bihan, a roe bod d'an dud klañv gant ar vosenn, al lorgnez ha pariaed all evel ar "gakouzien" deuet eus Spagn a veze difennet outo ober micher all ebet estreget hini ar gordennerien. Ganto e veze gweet kerdin evit kieier ar chapelioù tro-dro ha rankout a raent ivez pourchas ar re graet evit... krougañ an dorfedourien.
    Ur chapel Sant-Rok, kouezhet en he foull hiziv an deiz, a voe savet e 1632 er c'harter-se, anvet ivez ar "Vadalen", evit degemer pedennoù an dud klañv. Gwelet a reer ar chapel-se en diabell war livadur ar Rozera en iliz-veur.

Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Rouantelezh-Unanet 1 (Morlu)
Hollad 1

Martolod e oa. Mervel a reas e-pad an Eil Brezel Bed, d'an 29 a viz Du 1940[9].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet marvet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud liammet gant kêr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Kêr Abaoe
Broioù Katalan Benicarló 2013

Divodet eo bet ar gevelliñ gant Penarth e Kembre.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  3. Distro-skol ar c’helenn divyezhek
  4. Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
  5. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 47
  6. Memorial Genweb
  7. Memorial Genweb
  8. Université de Lille
  9. Commonwealth War Graves Commission