Kaokaz
Neuz
Evit an aradennad venezioù, gwelet Menezioù Kaokaz.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/90/Caucasus-political-fr.svg/400px-Caucasus-political-fr.svg.png)
Ar C'haokaz (jorjieg : კავკასია ; rusianeg : Кавказ) zo ur rannvro douarbolitikel etre ar Mor Du ha Mor Kaspia, treuzet en e hed gant menezioù Kaokaz.
E Kaokaz ar Su emañ republikoù dizalc'h Azerbaidjan, Jorjia hag Armenia. E Kaokaz an Norzh ez eus Republikoù eus Rusia : Karatchay-Tcherkesia, Norzhosetia-Alania, Kabardino-Balkaria, Ingouchetia, Tchetchenia, Dagestan, Adigea, ha daou grai : krai Krasnodar ha krai Stavropol.