Kampaspe
Kampaspe (pe Pancaste)[1] a oa ur serc'h da Alesant Veur, a voe poltredet gant Apelles, a oa brudet en Henamzer evel ar gwellañ livour biskoazh.
Kontet eo bet an istor-se gant Plinius an Henañ en e Istor Naturel :[2] o welout kened ar poltred anezhi en he noazh e welas Alesant e plije Kampaspe d'an arzour (hag e kare anezhi) muioc'h eget ma rae-eñ e-unan. Neuze e viras Alesant ar poltred hag e kinnigas Kampaspe da Apelles. "So Alexander gave him Campaspe as a present, the most generous gift of any patron and one which would remain a model for patronage and painters on through the Renaissance" (Lane Fox, Alexander the Great).
Apelles a reas eus Kampaspe patrom e livadur eus Afrodite 'o sevel e-maez ar mor', ar Venus Anadyomene, "o tiwaskañ he blev hag an takennoù a ruilhe diwarni a rae ur ouel arc'hant treuzwelus en-dro d'he c'horf " (Peck, 1898).
N'eus roud eus Kampaspe ebet er pemp skrid pouezusañ deuet betek ennomp diwar-bouez buhez Alesant Veur. Hervez Robin Lane Fox, e vuhezskridour a-vremañ, e sav ar vojenn dezhi betek ar skrivagnerien roman Plinius (Istor Naturel), Lukian Samosata hag Aelian. Hervezo e oa ur geoderourez eus Larissa en Tessalia, ha hervez Aelian he dije desket Alesant war blijadurioù ar garantez.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv Kampaspe zo deuet da vezañ anv barzhel ar vestrez e saozneg.
- Gant ar barzh saoznek John Lyly (1553–1606), ez eus bet skrivet ur pezh-c'hoari anvet Campaspe e 1584, ma skriv:
- "Cupid and my Campaspe play'd
- At cards for kisses—Cupid paid:
- He stakes his quiver, bow and arrows,
- His mother's doves, and team of sparrows;
- Loses them too; then down he throws
- The coral of his lip, the rose
- Growing on's cheek (but none knows how);
- With these, the crystal of his brow,
- And then the dimple of his chin:
- All these did my Campaspe win.
- At last he set her both his eyes,
- She won, and Cupid blind did rise.
- O Love! has she done this to thee?
- What shall (alas!) become of me?"
Troet e brezhoneg:
- Kupidon ha ma C'hampaspe a c'hoarias
- Ar c'hartoù evit pokoù; Kupidon a baeas:
- Brokañ a reas e glaouier-biroù, gwareg ha saezhoù,
- Koulmed e vamm hag ur bagad golvini;
- O c'holl a ra ivez ; neuze e taolas
- Koural e weuz, ar rozenn
- A gresk war e jod (met den ne oar penaos)
- Ha gant kement-se, gwer-strink e dal
- Ha goude pleg e elgezh :
- Kement-se holl a voe gounezet gant ma C'hampaspe
- A-benn ar fin e paras e zaoulagad warni,
- Hi a c'hounezas, ha Kupidon dall a savas .
- A Garantez! Ha kement-se he deus graet dit?
- Petra, siwazh, a c'hoarvezo ganin?
- Gant ar skrivagner spagnol Pedro Calderón de la Barca ez eus ur pezh diwar-benn istor Kampaspe anvet Darlo todo y no dar nada ( Reiñ pep tra ha reiñ netra) e 1651).
C'hoarigan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Apelle e Campaspe eo an anv roet d'ur c'hoarigan gant Giacomo Tritto diwar libretto Simeone Antonio Sografi e 1795.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ A-wechoù e vez hellenekaet hec'h anv e Pancaste
- ↑ John J. Popovic, "Apelles, illurañ livour an Henamzer" e-barzh Istor Naturel Plinius.(35.79-97)