Jan van Eyck
Jan van Eyck (e-tro 1390 e Maaseik – 9 a viz Gouere 1441 e Brugge) a oa ul livour flamank brudet a-drugarez d'e boltredoù heñvel-tre ouzh ar wirionez ha leun a vunudoù. Poltred ar priedoù Arnolfini ha stern-aoter Oan Doue a zo e-touez e oberennoù brudetañ.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne ouezer klet e pe vloavezh e voe ganet. Marteze a-walc'h e teskas e stal-labour ur miniadurour bennak. Al livadur koshañ savet gantañ a vefe bet savet etre 1417 ha 1422. Lodenn gleiz un divdaolenn ma weler ar c'hroazstagadur hag a c'haller gwelout er Metropolitan Museum of Art e New York eo.
Er bloavezhioù 1422-1424 e labouras e lez Yann Bavaria, kont Holland, e den Haag. Pa varvas ar c'hont e miz Genver 1425 ez eas van Eyck da adkavout e vreur Hubert van Eyck e Flandrez. Livour e oa e vreur ivez. Eno e teuas van Eyck da vezañ livour ha mevel kambr an dug Fulup III Bourgogn.
Er goañv 1428 e voe kaset da Bortugal gant Fulub III, da renta-kont eus «gwirvoud korf ha temz-spered» ar briñsez Izabel, ha hi merc'h ar roue Jean Iañ. Goulennet e voe gant van Eyck livañ poltred ar briñsez. Daoust m'eo bet kollet an daolenn e ouezer (un dresadenn a chom) e savas un daolenn heñvel ouzh Mona Lisa. En em staliañ a reas e Brugge ma prenas un ti e 1432. Dimeziñ a reas hag ur mab a voe ganet e 1434.
Diaes eo gouzout hag-eñ eo Jan pe Hubert a savas an oberennoù sinet « Van Eyck » a-raok 1426 (ar bloavezh ma varvas Hubert). Stern-aoter Oan Doue (1432, en iliz-veur Sant-Bavone e Gand) a voe kroget gant Hubert ha peurechuet gant Jan e miz Mae 1432, met ne ouezer ket piv a savas petra ez-resis. Ouzhpenn an oberenn-se e savas poltredoù ha livadurioù ma weler an Itron Varia. Van Eyck a vez gwelet evel an hini a ziazezas al livañ poltredoù en Europa. Holl an dud livet gantañ a zo diskouezet en doare hanterskeudenn, ha diskouezet ¾ an dremmoù war-du an tu-kleiz. Peurliesañ e vez buket selloù e dudennoù ouzh an arvesterien, ar pezh a oa nevez-flamm pa voent livet. En daolenn Poltred ar priedoù Arnolfini (1434) e weler ar c'houblad en e di e Brugge da vare e eured. Giovanni Arnolfini a oa ur marc'hadour pinvidik. E-kreiz an daolenn ez eus ur melezour ma weler daou dest an eured, van Eyck a vefe unan anezho.
A-bouez bras e voe ivez perzh van Eyck a-fet diorren teknikoù al livañ en Europa. Gwellaat a reas teknik al liverezh dre eoul ha kalz e pleustras war livañ gwirvoud ar munudoù hag an danvezioù.
Ur pennad diwar-benn Jan van Eyck a zo e-barzh Vite de' più eccellenti pittori, scultori e architettori (Buhez al livourien, kizellerien ha savourien wellañ) gant Dominicus Lampsonius.
Oberennoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar Varnadenn ziwezhañ (1420-1425), New York, Metropolitan Museum of Art.
- Ar C'hroazstagadur (1425-1430), New York, Metropolitan Museum of Art.
- Gwerc'hez en un iliz (e-tro 1425), Berlin, Gemäldegalerie
- Poltred un orfebour (e-tro 1430), Bukarest, Mirdi broadel
- Gwerc'hez ar c'hañseller Rolin (1435-1436), Pariz, Mirdi al Louvre
- Poltred Baudoin Lannoy (goude 1430), Berlin, Gemäldegalerie
- Poltred ar c'hardinal Niccolò Albergati (1431-1432), Vienna, Kunsthistorisches Museum
- Oan Doue (e-tro 1432), Gand, iliz-veur Sant Bavon
- Thymotheos (1432), Londrez, National Gallery
- Den e dulban ruz (1433), Londrez, National Gallery
- Gwerc'hez he bugel o lenn' (1433), Melbourne, National Gallery of Victoria
- Ar priedoù Arnolfini (1434), Londrez, National Gallery
- Itron Varia ar chaloni van der Paele (1434 ou 1436), Brugge, Mirdi kêr Groeninge
- Gouel Maria Veurzh (1435), Washington, National Gallery of Art
- Poltred Giovanni Arnolfini (e-tro 1435, Berlin, Gemäldegalerie
- Poltred Jan Leeuw (1436), Vienna, Kunsthistorisches Museum
- Gwerc'hez ar chaloni (1436), Mirdi Groeninge, Brugge
- Santez Barba (1437), Antwerpen, Mirdi ar roue
- Gwerc'hez e-kichen ur feunteun' (1439), Antwerpen, Mirdi ar roue
- Poltred Marguerite van Eyck (1439), Brugge, Mirdi-kêr Groeninge
- Poltred C'hrist (1440), Brugge, Mirdi kêr Groeninge
- Itron Varia Nicolas van der Maelbecke (diechu, 1440-1441), Breizh-Veur, dastumadeg prevez
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- A. Châtelet, Van Eyck, Milan, 1979
- A. Châtelet, Jean van Eyck enlumineur, Presses universitaires de Strasbourg, 1993
- E. Dhanens, Hubert et Jan van Eyck, Albin Michel, 1980
- G. Faggin, Tout l’œuvre peint des frères Van Eyck, Flammarion, 1988
- M. J. Friedländer, De Van Eyck à Breughel, 1985
- C. Harbison, Jan Van Eyck, Reaktion Books, 1991
- L. Seidel, Jan Van Eyck’s Arnolfini Portrait, Cambridge Univ. Press, 1993
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Art Gallery - Jan van Eyck
- Ur sell a-dost ouzh Gwerc'hez ar c'hañseller Rolin - Lec'hienn mirdi al Louvre
- Web Gallery of Art
- Arts-up : Jan van Eyck
- Centre for the Study of Fifteenth-Century Painting in the Southern Netherlands and the Principality of Liège
- Web Gallery of Art
- Jan van Eyck Gallery at MuseumSyndicate
- Flemish Art Collection: Madonna with Canon Joris van der Paele, a masterpiece by van Eyck
- 103 oberenn gant Jan van Eyck, lec'hienn www.jan-van-eyck.org