Inizi Cook
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn Inizi Cook ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Inizi Cook (Cook Islands e saozneg, Kūki 'Āirani e maorieg an inizi-se) a zo ur stad dizalc'h liammet frank gant Zeland-Nevez, n’eo ket ur riez. 15 enezennig a ya d'ober ar vro, gant ur gorread hollek a 240 km², met ec'hon-meurbet eo he zakad armerzhel miret (TAM) gant 1 800 000 km². Un tammig en tu-mañ da 20 000 a annezidi a zo o chom en inizi. Met enezourien eus Cook a gaver diazezet ivez kalzik e Zeland-Nevez (war-dro 58 000). Avarua eo ar gêr-benn.
Inizi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Inizi Cook zo inizi eus ar Meurvor Habask er biz da Zeland Nevez , etre Polinezia c'hall ha Samoa.
15 enezenn zo, gant enezennoùigoù tro-dro dezho, skignet a-hed hag a-dreuz 2.2 milion km² a vor, rannet etre daou stroll:
- Inizi Cook an Hanternoz;
- Inizi Cook ar C'hreisteiz[1].
Ganet eo an inizi diwar menezioù-tan. Koshoc'h eo stroll an hanternoz, anezho atolloù deuet diwar menezioù-tan goloet gant koural. Klouar ha trovanel eo an hin.
Ar 15 enezenn ha div garreg a zo strollet evel-hen :
- Inizi Cook ar C'hreisteiz:
- Nga-pu-Toru ("Three Roots", er reter):
- Inizi Cook an Hanternoz:
- Inizi all:
- Aitutaki (Araura Enua)
- Mangaia (Auau Enua)
- Rarotonga (Tumutevarovaro), ma emañ ar gêr-benn, Avarua.
- Palmerston Island (Pamati) a-wechoù strollet gant inizi an Hanternoz.
- Manuae
- Winslow Reef (beuzet)
Yezhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Saozneg ha maorieg Inizi Cook eo ar yezhoù ofisiel.
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Cook Islands Travel Guide" (with description), World Travel Guide, Nexus Media Communications, 2006. Webpage: WTGuide-Cook-Islands.
Melanezia : Fidji • Kaledonia-Nevez • Papoua Ginea-Nevez • Papoua ar C'hornaoueg • Inizi Salomon • Vanuatu
Mikronezia : Guam • Hawaii • Kiribati • Inizi Mariana an Norzh • Inizi Marshall • Atoll Midway • Stadoù Kevreet Mikronezia • Nauru • Palau • Wake
Polinezia : Inizi Cook • Niue • Enez Pask • Pitcairn • Polinezia C'hall • Samoa • Samoa Amerikan • Tokelau • Tonga • Tuvalu • Wallis ha Futuna • Zeland-Nevez