Gwalc'hmai mab Gwyar
Gaovan[1] (Gwalchmai ap Gwyar e kembraeg, Gawain e saozneg, Gauvain e galleg, Walcmoei e krennvrezhoneg) zo un haroz eus Danvez Breizh, niz d'ar Roue Arzhur hag unan eus marc'heien an Daol Grenn. E meur a istor arzhurian e c'haller e gavout, skrivet e kembraeg, latin, saozneg, galleg ha yezhoù arall.
Skridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo bet gant ar varzhoneg krennsaoznek Gaovan hag an Den Gwer (saoz. Sir Gawain and the Green Knight). E gavout a reer e skridoù all c'hoazh:
- De Ortu Waluuanii, Diu Crône, Ywain and Gawain, Golagros and Gawane, Sir Gawain and the Carle of Carlisle, L'âtre périlleux, La Mule sans frein, La Vengeance Raguidel, Le Chevalier à l'épée, The Awntyrs off Arthure, The Greene Knight, ha The Wedding of Sir Gawain and Dame Ragnelle.
E lennegezh marc'hegiezh eo Gwalc'hmai unan a vignoned tostañ Arzhur. Eñ eo mab c'hoar Arzhur, Margawse, ha Lot ag inizi Orc'h ha Lothian. E vreudeur yaouank eo Agravain, Gaheris, Gareth, ha Medrod. Kalz a vibien zo gantañ ha meur a wreg. E-touez ar re-se emañ Gingalain ar "Gwen Dianav", hag a zeuas da vout ur gour bras ag istorioù Arzhur.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gaovan hag an Den Gwer, Al Liamm 1949, An Here 1998.