Guillaume de Palerne
Guillaume de Palerne zo ur romant gallek dizanv, e gwerzennoù, savet en XIIIvet kantved. Kaoz zo ennañ eus an haroz heñvelanvet, skrapet gant un den-bleiz dizrouk, dastumet gant impalaer Roma ; sevel a ra karantez ennañ ouzh Melior, merc'h an impalaer, ha dimeziñ a reont. Hag an den-bleiz da dreiñ da zen en-dro.
Istor ar skrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Guillaume de Palerne zo bet skrivet war-dro 1220 pe 1280 war c'houlenn un itron anvet Contesse Yolent, a oa moarvat Yolande, merc'h da Baudouin IV, kont Flandrez. Ar skrid gallek, a zo 9663 gwerzenn eizhsilabennek anezhañ, zo miret en un dornskrid eus an XIIIvet kantved. Lakaet eo bet e komz-plaen er XVIvet kantved ha moullet meur a wech.
War-dro 1350 eo bet troet e gwerzennoù saoznek hep klotennoù, anvet William of Palerne, evit Humphrey de Bohun (6vet kont Hereford).
The Red Romance Book
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meneget eo William of Palerne e div gontadenn eus The Red Romance Book e 1905.