Gladdalc'helezh
Iskevrennad eus | landed property, social order |
---|---|
Anvet diwar | aotrouniezhoù |
Heuliet gant | neo-feudalism |
Prantad | Krennamzer |
Ar c'hladdalc'helezh[1] — pe feodelezh[2] — zo ur reizhad politikel ma'z eo gwan ar galloud uhelañ, hini ar roue da skouer, ha kreñvoc'h galloud an aotrouien, konted pe baroned, a zalc'h ar glad, pe an douar, hag a zo dindan ar roue.
Ar c'hladdalc'helezh zo ur meiziad hag ur ger savet gant an dud desket er XVIIvet kantved. Dont a ra eus ar ger dalc'h. Dindan stumm latin ar ger, fevum, an hini ofisiel nemetañ neuze, ez eo anavezet an dalc'hoù abaoe an Xvet kantved[3]. Ar reizhiad deskrivet gant ar ger gladdalc'helezh avat ne oa ket gwelet evel ur reizhiad politikel splann evit an dud a oa o vevañ er Grennamzer.
Hervez e dermenadur klasel gant François-Louis Ganshof (1944), ar c'hladdalc'helezh a oa un hollad ensavadurioù a groue hag a vere dleadoù ha servijoù, er brezel dreist-holl, a-berzh un den dieub, anvet "gwaz", en eskemm ouzh madoù peurliesañ, anvet un "dalc'h", roet gant an aotrou[4].
Aozadur e tri urzh ar gevredigezh a oa bet kroget en IXvet kantved gant an Iliz a-benn reizhekaat doareoù bevañ an noblañs da geñver ar re munut, ha da geñver ar brezeligoù dibaouez etre an aotrouien.
An Iliz hag ar feodelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adal an IXvet kantved e oa kroget an Iliz da glask reizhekaat al liammoù dalc'h a oa er gevredigezh. An oatrouien a oa aet gant hent ar feulster dibaouez etrezo o chom a-benn neuze hep ober o lod deverioù da geñver poblañsoù o domanioù. Kevredigezh an dalc'h a oa deuet da vezañ unan feuls ha droul dreist-holl da geñver an dud munut.
Unan eus ar prederourien pouezhusañ d'ar mennozh reizhekadur ret d'ar gevredigezh gladdalc'hel a voe Adalbéron de Laon, brudet eo chomet e destenn skrivet da Robert II an Deol o tisplegañ dezhañ penaos e oa ret adaozañ ar gevredigezh e tri urzh gant liammoù sklaer dleadoù ha servijoù ret pep ezel d'ar gevredigezh:
« la cité de Dieu que l’on croit une est donc divisée en trois : certain prient, d’autres combattent et d’autre, enfin, travaillent. Ces trois ordres qui coexistent ne souffriraient pas d’être séparés ; les services rendus par l’un permettent les travaux des deux autres, chacun à son tour se charge de soulager l’ensemble. Tant que cette loi a pu triompher, le monde à joui de la paix. Aujourd’hui les lois s’affaiblissent et déjà toute paix à disparu. Les mœurs des hommes changent comme change aussi la division de la société. »
Kaoz a vez ul luskad ar Pax et treuga Dei hag a gemenne sklaer e oa ret paouezh gant ar brezelioù dibaouez hag izelaat ar feulster deuet adal gwanded ar c'hladdalc'helezh.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Roparz Hemon, Ronan Huon, Dictionnaire Français-Breton, 1997, p 1083
- ↑ Kreizenn ar geriaouiñ, Geriaoueg Istor geografiezh ekonomiezh
- ↑ Jean-François Lemarignier, La France médiévale - Institutions et société, Armand Colin, 2005, p. 100.
- ↑ François-Louis Ganshof, Qu'est-ce-que la féodalité ?, Tallandier : Paris, 1982, (ISBN 2-235-01299-X), p. 13.