Mont d’an endalc’had

Giacomo Meyerbeer

Eus Wikipedia
Giacomo Meyerbeer
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Prusia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGiacomo Meyerbeer Kemmañ
Anv ganedigezhJakob Liebmann Meyer Beer Kemmañ
Anv-bihanGiacomo Kemmañ
Anv-familhMeyerbeer Kemmañ
Deiziad ganedigezh5 Gwe 1791 Kemmañ
Lec'h ganedigezhTasdorf Kemmañ
Deiziad ar marv2 Mae 1864 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Lec'h douaridigezhBered yuzev Berlin Kemmañ
TadJacob Herz Beer Kemmañ
MammAmalie Beer Kemmañ
Breur pe c'hoarWilhelm Beer, Michael Beer Kemmañ
PriedMinna Meyerbeer Kemmañ
BugelCornelie Richter, Blanca von Korff, Cäcilie von Andrian-Werburg Kemmañ
KarGabriele von Wartensleben, Leopold Andrian, Ferdinand von Andrian-Werburg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Michersonaozour, penn laz-seniñ, autobiographer, music director Kemmañ
Bet studier daMuzio Clementi, Carl Friedrich Zelter, Georg Joseph Vogler, Franz Lauska Kemmañ
Strollad etnekYuzevien Kemmañ
TachennC'hoarigan Kemmañ
Prizioù resevetCommander of the Legion of Honour, Urzh evit an dellid er skiantoù hag en arzoù, Bavarian Maximilian Order for Science and Art, Pour le Mérite Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Giacomo Meyerbeer, engravadur adalek ul luc'hskeudenn gant Pierre Petit

Giacomo Meyerbeer, bet ganet Jacob Liebmann Beer d'ar 5 a viz Gwengolo 1791 hag aet a Anaon d'an 2 a viz Mae 1864) oa un aozer c'hoariganoù alaman. Yuzev oa e familh. Marteze e voe brudetañ sonaozer evit al leurenn en XIXvet kantved.[1] Gant e c'hoarigan Robert le diable e 1831 hag a re a zeuas goude e roas e stumm d'ar rummad "grand opera"[2] o veskañ al lazseniñ e-giz Alamagn gant mouezhioù e-giz Italia. Implijout a reas ar stummoù-se war testennoù sebezus ha melodramatek skrivet gant Eugène Scribe. Sikouret e voe gant teknologiezhioù nevez Opera Pariz. Krouet e voe evel-se ul live abadennoù a sikouras Pariz da chom kêr-benn ar c'hoarigan e-pad an naontekvet kantved.

Ganet o bet en ur tiegezh pinvidik-tre eus Berlin. Kregiñ a reas evel soner piano a-vicher met divizout a reas buan emdreiñ war du ar c'hoarigan. Tremen a reas meur a vloavezh en Italia o studiañ hag oc'h aozañ sonerezh.

Il crociato in Egitto aozet e 1824 a zegasas dezhañ brud en Europa a-bezh evit ar wech kentañ met Robert le diable (1831) a reas anezhañ un den brudet-kaer. Adalek ar mare-se betek e varv e chomas un den meur e bed ar c'hoarigan. Reiñ a reas Hector Berlioz, e gempredad, un doare diverrañ eus e vuhez arzour o lavarout "N'en doa ket hepken ar chañs da vezañ donezonet met an donezon da gaout chañs"[3]? Tizhout a reas pennuhelañ e vrud gant Les Huguenots (1836) ha Le prophète (1849). E c'hoarigan diwezhañ, L'Africaine, a voe c'hoariet goude e varv. An aozer a veze c'hoariet an aliesañ e oberennoù e salioù C'hoariva brasañ ar bed e voe e-kerzh an XIXvet kantved.

E-keit ma rae berzh bras e Pariz en doa levezon e bed ar c'hoarigan e Berlin hag en Alamagn a-bezh. Adalek 1832 e voe Kapellmeister (Rener ar sonerezh) lez Prusia hag adalek 1843, Rener Meur Sonerezh Prusia. Bez eo voe unan eus ar re gentañ o ober stad eus labour Richard Wagner. A-drugarez dezhañ e voe c'hoariet evit ar wech kentañ Rienzi, c'hoarigan Wagner. Goulennet e voe digantañ aozañ ar c'hoarigan brogar Ein Feldlager in Schlesien evit lidañ addigoradur Opera Berlin e 1844. Skrivañ a reas sonerezh evit degouezhioù ofisiel e Prusia.

Estreget 50 kanaouenn, ne skrivas ket kalz a draoù ne oant ket evit al leurenn. Taget e voe gant Wagner hag e vignoned, dreist-holl goude e varv. Digreskiñ a reas brud e oberennoù. Berzet e voe e c'hoariganoù en Alamagn gant an Nazied. Dilezet e voent gant ar salioù c'hoarigan e-pad an ugentvet kantved ha ne vezont ket c'hoariet kalz ken.

  1. Conway, David (October 2012). "Meyerbeer Re-evaluated". Jewish Renaissance 12 (1): 40–41
  2. Meyerbeer & Letellier (1999-2004) I, 15 (Foreword by Heinz Becker)
  3. Berlioz (1969), 576

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.