Mont d’an endalc’had

Gesaleg

Eus Wikipedia

Gesalec a voe roue ar Vizigoted adal 507 betek 511. Ur mab bastard d'ar roue Alarig II e oa.

Pa voe lazhet ar roue Alarig en Emgann Vouillé, e 507, gant ar Franked, ne oa e vab Amalarig nemet ur bugelig c'hoazh. Gesalec neuze an hini a voe dilennet da roue. Kenderc'hel a reas gant ar brezel a-enep ar Franked, hogen faezhet e voe, hag aloubet e voe e gêr-benn Toloza.

Goude ma oa bet aloubet Narbona gant ar Vurgonded e repuas ar Vizigoted en Iberia ha d'o sikour ez eas Teodorig Veur, roue an Ostrogoted (Goted ar reter), diazezet en Italia.

E 511 e voe kaset kuit gant Ibbas ha tec'hel a reas da Afrika ma esaeas kevrediñ gant ar Vandaled. Ne zeuas ket a-benn, avat. Goude-se ec'h aloubas Iberia eus Akitania met faezhet ha lazhet e voe gant arme Ibbas e 513.

En e raok :
Alarig II
Roue ar Vizigoted
(507-511)
War e lerc'h :
Amalarig