Mont d’an endalc’had

Gerallt Gymro

Eus Wikipedia
Kastell Maenorbŷr, ma voe ganet Gerallt Gymro

Gerallt Gymro (war-dro 1146 – war-dro 1223), eo anv kembraek ar c'hloareg anvet Giraldus Cambrensis e latin, arc'hdiagon Brycheiniog, a skrivas e latin diwar-benn Kembre er Grennamzer. E saozneg eo anavezet evel Gerald of Wales, hag e galleg Gerald de Barri, hiziv Giraud de Barry, pe Giraud de Cambrie.

Ganet e oa war-dro 1146 e kastell Manorbŷr, e Sir Benfro, e mervent Kembre, ha Kembread ha Norman e oa. E dad a oa ur marc'heg norman, Guillaume de Barri, hag e vamm Angharad ferch Nest a oa ur briñsez kembreat. Mab-bihan e oa d'ar baron norman Gerald de Windsor ha d'ar briñsez Nest, merc'h da Rhys ap Tewdwr.

Desket e voe e Gloucester, ha mont a reas da studiañ da bPariz. A-benn 1172 e oa distro da Vro-Saoz, hag implijet gant Richard of Dover, arc'heskob Canterbury, da vont d'ober meur a gefridi da Gembre, ma tapas brud o poaniañ da glask lakaat fin da fallzoareoù an Iliz e Kembre. Anvet e voe da arc'hdiagon Brycheiniog, ha bod dezhañ e Llanddew.


E 1180 e tistroas da Gembre, hag ur garg a voe roet dezhañ gant eskob Tyddewi, hogen he dilezel a reas buan pa welas stad e velestradurezh.

E oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Oberennoù kollet
  • Vita sancti Karadoci ("Life of St Caradoc")
  • De fidei fructu fideique defectu
  • Totius Kambriae mappa c.1205

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Gerallt Gymro / Gerald the Welshman. Levr divyezhek kembraeg-saozneg. Rakskrid gant Thomas Jones. Gwasg Prifysgol Cymru, Caerdydd / University of Wales Press, Cardiff, 1947

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Wright, T. The Historical works of Giraldus Cambrensis (1913) London p.viii
  2. Ibid p.ix
  3. M.R. James (ed.), “Two Lives of St. Ethelbert. King and Martyr.” The English Historical Review 32 (1917). 214-44: 222–36