Ger goullo
Er yezhoniezh e vez implijet an termenoù ger goullo, ger benveg, ger ostilh (saozneg : function word pe functor) evit komz eus gerioù gante nebeud a ster dreze o-unan hag a dalvez da sevel liammoù yezhadurel gant gerioù all en ur frazenn pe c'hoazh da lakaat war wel savboent an den a zo o komz.
Dre ma talvez ar gerioù goullo da elfennoù frammel dre liammañ an eil ger ouzh egile n'hallont ket bezañ implijet o-unan-penn distag diouzh elfennoù all ur frazenn dre ma n'o deus ster ebet dreze o-unan.
Gerioù gante ur ster resis kentoc'h evit ur perzh yezhadurel a reer gerioù leun (saozneg : content words pe lexical words) anezhe, da lavaret eo dre vras anvioù-kadarn, verboù, anvioù-gwan, an darn vrasañ eus ar rakverboù, hag all.
E-touez rummad ar gerioù goullo e vez renket an araogennoù, ar raganvioù, ar verboù-skoazell, ar stagelloù, ar gerioù-mell hag ar rannigoùigoù. N'heller ket deverañ seurt gerioù goullo, nag implijout kengerioù gante.
Ur rummad kloz eo rumm ar gerioù goullo, da lavaret eo ne vez ket krouet gerioù goullo nevez a-hed ar wezh keit ha ma vez ur yezh oc'h en em ziorren. Diouzh an tu all avat ez eus ur rummad gerioù digor eus hini ar gerioù leun, da lavaret eo e c'heller krouiñ gerioù leun nevez a bep seurt a-hed an amzer pe amprestañ diwar yezhoù all (gwelet ar pennad nevezc'her).
A-wezhioù e vez renket an estlammadelloù e-touez ar gerioù goullo daoust m'az eus ur rummad digor anezhe.
Ouzhpenn an diforc'hioù e-keñver ar ster hag o mont-en-dro e framm yezhadurel ur yezh e c'hell ivez ar gerioù goullo en em zerc'hel en un doare disheñvel diouzh ar gerioù leun e-keñver o ferzhioù fonologel ; da skouer : e saozneg n'eus nemet ar gerioù goullo a c'hell kregiñ gant ar ruzenn dent mouezhiet [ð].
Setu amañ ur roll eus ar rummadoù yezhadurel pennañ renket dre voas evel gerioù goullo.
- Gerioù-mell : an, al, ar hag un, ul, ur. Deveret e vezont a-wezhoù evit klotaat gant troad un anv.
- Raganvioù : me, eñ, hag all.
- Araogennoù : displeget er yezhoù keltiek.
- Stagelloù : ha, pe, hag all.
- Verboù-skoazell : displeget atav.
- Estlammadelloù : ne vezont na displeget na diveret.
- Rannigoùigoù : ma, neuze, koulskoude, evel-se, hag all.
- Lavarennoù : Bez' ez eus', ez eus, hag all.
- Pro-frazennoù : ya, mat eo, hag all.