Mont d’an endalc’had

Gaza

Eus Wikipedia
Kreiz kêr Gaza

Gaza (غزة, Ghazzah en arabeg ; עַזָּה, ʕazzā en hebraeg) eo ar gêr vrasañ e Bandenn Gaza hag e douaroù Aotrouniezh Vroadel Palestina, pa'z eus war-dro 410 000 den o chom e kêr. Dre ma vez implijet alies an anv "Gaza" evit "bandenn Gaza", pe "bann Gaza", e vez graet a-wechoù gant an anvadur "Kêr Gaza" (pe "Gaza City") pa vez c'hoant da resisaat e kaozeer diwar-benn kêr hepken.

Ur gêr gozh eo Gaza. Un arsav e oa war hent ar varc'hadourien a yae eus Ejipt da Siria en Henamzer. Goude bezañ bet e-pad pell e dalc'h rouantelezhioù Henegipt, e voe kemeret gant ar Filistined en 13vet kantved kent JK. Kemeret e voe ivez gant Aleksandr Veur e 332 kt JK, goude ur seziz a badas daou viz.

Aod Gaza

En XXvet kantved en em gavas Gaza en douaroù palestinat a oa dindan beli Breizh-Veur. E 1948, pa voe rannet an douaroù-se etre Arabed ha Yuzevien e voe lakaet Gaza el lodenn arab ha fiziet ar melestradur anezhi en Ejipt. E miz Mezheven 1967 e voe aloubet gant Israel e-pad ar Brezel c'hwec'h devezh ; d'an 18 a viz Meurzh 1994 e voe fiziet ar c'horn-bro en Aotrouniezh Vroadel Palestina daoust ma chomas ac'hubet gant arme Israel betek 2006.



Kêrioù gevellet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]