Mont d’an endalc’had

Fuzuilhadeg North Hollywood

Eus Wikipedia
Fuzuilhadenn North Hollywood
bank robbery, shootout
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Gwerzhid-eurAmzer Hollvedel Kenurzhiet Kemmañ
Lec'hNorth Hollywood Kemmañ
Daveennoù douaroniel34°11′29″N 118°23′42″W Kemmañ
Deiziad28 C'hwe 1997 Kemmañ
PerzhiadLarry Eugene Phillips Jr., Emil Mătăsăreanu, Los Angeles Police Department Kemmañ
ArmamentType 56, Beretta 92, HK91, Bushmaster XM-15 Kemmañ
Map

Larry Phillips Jr.

Emil Mătăsăreanu


Kartenn darvoudoù an North Hollywood shootout

Fuzuilhadeg North Hollywood (saozneg :North Hollywood shootout) a voe un eskemm tennoù etre daou laer bank hobregonet, Larry Phillips Jr. hag Emil Mătăsăreanu, ha polis al Los Angeles Police Department (LAPD) e distrig North Hollywood e Los Angeles, Kalifornia, d'an 28 a viz C'hwevrer 1997.
Lazhet e voe an daou laer, daouzek ofiser polis hag eizh den all a voe gloazet. Kalz otoioù ha tiez a voe distrujet pe freuzet. En holl e voe tennet un 2000 bolod bennak gant al laeron hag an archerien.

Da 9e17 diouzh ar mintin, Phillips ha Mătăsăreanu a oa deuet-tre en North Hollywood Bank, ur skourr eus Bank of America. An daou dorfedour a voe talet gant archerien an LAPD pa oant o vont er-maez eus al lec'h. Un eskemm tennoù a grogas etre an daou du. Al laeron o devoa klasket tec'hel kuit, Phillips war droad ha Mătăsăreanu en oto implijet ganto. Kendelc'her a reas ar fuzuilhadeg en tro-war-droioù, Phillips a voe gloazet marvus gant unan eus e dennoù-eñ ; Mătăsăreanu a voe gloazet tri bloc'had tiez pelloc'h, ha mervel a reas dre ziwadañ a-raok ma erruje mezeien un eurvezh diwezhatoc'h.

Krediñ a reer ez eus bet laeret meur a di-bank gant Phillips ha Mătăsăreanu en hevelep doare.

An armoù implijet gant an ofiserien bolis a oa pistolennoù 9 mm Parabellum pe revolverioù .38 Special. Un nebeud kirri polis a oa dafaret gant fuzuilhoù-pomp kalibr 12. Phillips ha Mătăsăreanu a oa ganto armoù kemmet e-maez lezenn : reoù emgefreek Norinco Type 56 S-1s (un AK-47 sinaat), ur Bushmaster XM15 Dissipator, ur fuzuilh Heckler & Koch HK 91 hag ur bistolenn Beretta 92FS.

Gwisket e oa al laeron gant hobregonoù graet er gêr ; ar plakennoù hobregon a oa bet kreñv a-walc'h evit talañ un darn ouzh tennoù ar polis a vefe reoù pistolennoù pe fuzuilhoù-pomp. Ur skipailh archerien SWAT a oa deuet a-benn da dalañ outo dre vezañ armet mat. Ret e oa bet dezho goulenn ur c'harbed hobregonet evit saveteiñ an dud gloazet e-kreiz an eskemmoù tennoù. Lod izili eus an LAPD a oa bet rediet da amprestiñ armoù doare AR-15 ha fuzuilhoù emgefreek all en ur c'henwerzh armoù nepell diouzh lec'h ar fuzuilhadenn. Trouz bras a oa bet evit goulenn ma vije armet gwelloc'h ha ponneroc'h ar polis e Stadoù-Unanet Amerika evit gellet talañ buanoc'h ha gwelloc'h e ken kaz ma vije ur gwallzarvoud damheñvel en dazont.

Dre an niver a dud c'hloazet, a dennoù, an armoù implijet ha padelezh an eskemmoù tennoù, e lakaer ar fuzuilhadeg-se da unan eus ar re washañ en istor torfederezh ar vro.