Fuzuilhadeg Las Vegas 2017
Rann eus | mass shooting in the United States |
---|---|
Stad | Stadoù-Unanet |
E tiriad | Paradise |
Gwerzhid-eur | Pacific Time Zone |
Lec'h | Las Vegas Village, Paradise |
Daveennoù douaroniel | 36°5′44″N 115°10′18″W |
Deiziad | 1 Her 2017 |
Efed | Reactions to the Las Vegas concert shooting |
Armament | AR-15 |
Bukenn | audience |
Oberour | Stephen Paddock |
Fuzuilhadeg Las Vegas (saozneg : 2017 Las Vegas Strip shooting) zo ur fuzuilhadeg erruet d'ar 1añ a viz Here 2017 e-kichen Las Vegas e Nevada e-kerzh ur sonadeg en Harvest country music festival. Stephen Craig Paddock, 64 bloaz, en devoa tennet eus 32vet leur ar Mandalay Bay Resort and Casino war arvesterien ur sonadeg gant Jason Aldean.
D'an 3 a viz Here e oa bet embannet e oa 60 den lazhet, en o zouez ar muntrer, ha 527 den gloazet.
Breudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arguzerezh zo savet raktal. Lod o deus lakaet ar gaoz war ar gwir da berc'hennañ armoù brezel er Stadoù-Unanet. Rendaeloù zo bet ivez goude ma vefe bet embannet gant ar Stad Islamek e oa ezel Stephen Craig Paddock, an tenner, eus an aozadur. Breutadegoù all zo bet gant tud, Stadunaniz pe get, hag a oa laouen e vefe bet tennet war tud a oa hervezo harperien Donald Trump, tud wenn o selaou sonerezh country.
Goude al lazhadeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rebechoù zo savet a-enep Donald Trump evit bezañ chomet hep reiñ titouroù resis e-pad e c'homzadennoù foran a-zivout an tenner, embannadenn ar Stad Islamek. Rebechet e vez dezhañ ivez bezañ tost ouzh an National Rifle Association (NRA) ur gevredigezh evit brudañ an armoù er Stadoù-Unanet[1].