Mont d’an endalc’had

Folklor

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Un henvroad aostralian o seniñ an didjeridou

Ar folklor eo ar meizad a vez implijet en dudoniezh evit deskrivañ ha studiañ ar c'hontadennoù, ar mojennoù hag ar c'hredennoù a zo dibar d'ur boblad, da lavaret eo lodenn an istor dre gomz en ur sevenadur resis. Gwerinoniezh a reer eus studi ar folklor.

An termen saoznek folklore (/ˈfəʊk.lɔː/) a oa bet goveliet e 1846 gant ar skrivagner saoz William Thoms (1803-1885) p'edo o klask ur ger resisoc'h eget popular antiquities ("hendraoù poblek") ; kement ha "hengoun (lore) ar bobl (folk)" e talvez folklore.

Ar meizad e-unan zo bet ganet en XIXvet kantved gant luskad ar romantelezh, dezhañ un ideologiezh evit adstummañ an hengounioù evit servij mennozhioù arnevez. En XXvet kantved ez eo bet staliet studi ar folklor dindan un arsell neptuek.

E-touez an dud o deus bet ul levezon vras emañ ar vreudeur Grimm hag o deus dastumet hag embannet e 1812 ur strobad kontadennoù alamanek anvet Kinder- und Hausmärchen ("Kontadennoù ar vugale ha marvailhoù ar gêr").