First Lady of the United States
First Lady of the United States (FLOTUS) pe First Lady, "Kentañ Itron", eo an titl a vez roet da wreg prezidant Stadoù-Unanet Amerika.
Chom a ra an titl gant ar vaouez keit ha ma vez he gwaz e penn ar vro. Biskoazh n'eo bet embannet sklaer e oa ur roll ofisiel, ha n'eus ket eus ar statud-se e-keñver ar Gwir stadunanat. Chom a ra memestra ur roll pouezus evit politikerezh ha buhez kevredigezhel ar vro.
Ne voe ket implijet alies an titl-se gant ar gouarnamant a-raok nebeut amzer zo ; Martha Washington, gwreg George Washington, kentañ prezidant ar vro adalek 1789 betek 1797, a vez lakaet war-raok evel kentañ First Lady ar vro. E-pad he buhez en desped da vezañ gwreg ar prezidant e veze graet "Lady Washington" anezhi nemetken.
Ur skouer eo gwreg ar prezidant evit tud ar Stadoù-Unanet, sellet ha selaouet e vez.
Istor an titl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implij an titl First Lady evit diskrivañ gwreg ar prezidant pe ar vaouez a vez en Ti-Gwenn. E-penn kentañ istor ar republik, ne oa ket eus un titl evit gwreg ar prezidant. Al lod brasañ eus gwragez ar prezidanted a blije gwell dezho bezañ anvet dre titloù evel "Lady", "Mrs. President", pe "Mrs. Presidentress"; Martha Washington a veze graet alies eus outi "Lady Washington." Unan eus an implijoù kentañ testeniakaet eus an titl "First Lady" a oa bet e 1838 en ur pennad kazetenn o komz eus Martha Washington, ar skrivagnerez, "Mrs. Sigourney", a lakae war-raok na penaos ne oa ket cheñchet ar vaouez, memes goude ma vefe bet dilennet George Washington da brezidant. Skrivet e oa bet er pennad:
The first lady of the nation still preserved the habits of early life. Indulging in no indolence, she left the pillow at dawn, and after breakfast, retired to her chamber for an hour for the study of the scriptures and devotion
Dolley Madison a vefe bet graet anezhi "First Lady" e 1849 en ur brezegenn distaget en he obidoù gant ar prezidant Zachary Taylor. Met n'eus roud skrivet ebet eus an anvadur-se nag e dielloù ar skridoù-kañv hag a zo deuet betek ennomp, nag er pennadoù kazetenn eus an devezh-se.
Goude 1849 e oa bet kroget da implij an titl e Washington, D.C., e-touez an dud pinvidik pe tost d'an Ti-Gwenn. Unan eus an implijoù kentañ testeniekaet dre skrid a voe d'an 3 a viz Du 1863, en ur pennad gant ar c'hazetenner William Howard Russell, a gomze eus "the First Lady in the Land," evit diskrivañ Mary Todd Lincoln.
Kroget e oa an titl da vezañ brudet da vat dre ar Stadoù Unanet e 1877, pa voe skrivet gant ar gazetennerez Mary C. Ames ur pennad ma rae anv eus Lucy Webb Hayes evel "the First Lady of the Land" pa oa he o tezrevell kadoridigezh Rutherford B. Hayes.
Dezrevelloù niverus Lucy Hayes o devoa sikouret kalz da vrudañ an titl er-maez eus Washington. Ur pezh-c'hoari farsus brudet e 1911 war Dolley Madison gant ar skrivagner Charles Nirdlinger, titlet The First Lady in the Land, a roas brud bras d'an titl e-touez ar boblañs. Er bloavezhioù 1930, e oa implijet da vat gant darn eus an dud en SUA. Goude-se en em ledas goustadik an titl er-maez eus ar vro betek ar broioù all.