Euromaidan
Rann eus | 2013–2014 Ukrainian political crisis |
---|---|
Anvet diwar | Ukraine–European Union Association Agreement, Maidan Nezalezhnosti |
Stad | Ukraina |
E tiriad | Ukraina, Kyiv |
Lec'h | Maidan Nezalezhnosti, Ukraina |
Daveennoù douaroniel | 50°27′1″N 30°31′26″E |
Heuliet gant | Brezel etre Ukraina ha Rusia |
Deiziad | 2010s |
Deiziad kregiñ | 21 Du 2013 |
Deiziad echuiñ | 23 C'hwe 2014 |
Efed | Maidan casualties, impeachment of Viktor Yanukovych |
Pal | accession of Ukraine to the European Union |
Deskrivet dre | Winter on Fire: Ukraine's Fight for Freedom |
Euromaidan (ukraineg: Євромайдан, Yevromaidan 'Plasenn Euro'), pe Emsavadeg ar Maidan, a oa bet un hollad manifestadegoù ha trubuilhoù trevour en Ukraina. Kroget e oa d'an 21 a viz Du 2013 gant manifestadegoù ramzel e Maidan Nezalezhnosti (Plasenn an Dieubidigezh) e Kyiv. Ar manifestadegoù a oa a-enep ar prezidant Viktor Ianoukovytch ha dreist-holl ar c'hoant a oa bet gantañ da chom hep sinañ an emglevioù tostaat etre Ukraina hag Europa, ha gwashoc'h c'hoazh evit an emsavidi e oa bet choazet gantañ tostaat ouzh Rusia hag Unvaniezh Ekonomikel Eurazia.
Parlamant Ukraina (Rada) a oa savet a-du dija evit an darn vrasañ gant sinañ an emglev gant an Unvaniezh Europat, met Rusia a oa bet o pouezañ kreñv war Ukraina evit nac'hañ an emglev. Manifestadegoù sioul a oa bet da gentañ, aet e oa al luskad war ledanaat ha kroget e oa da c'houlenn ez afe kuit Ianoukovytch hag ar Gouarnamant Azarov. Ar vanifesterien a enebe ouzh breinadur ar gouarnamant, drougimplij ar galloud, torfedoù enep gwirioù Mab-Den, ha levezon an oligarked. Transparency International en doa lakaet an anv Ianoukovytch evel unan eus gwashañ drougskouerioù breinadur dre ar bed. D'an 30 a viz Du e oa bet skarzhet feuls ar vanifesterien, ar pezh a oa bet abeg d'ur c'hounnar brasoc'h c'hoazh. Euromaidan e oa bet ar brasañ luskad a-yoc'h demokratel en Europa abaoe 1989 ha deroù Reveulzi an dinded e 2014.