Mont d’an endalc’had

Distrig an Norzh (Israel)

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Distrig an Norzh en Israel

Northern Distrig an Norzh (hebraeg : מחוז הצפון, Mehoz Hatzafon; arabeg : منطقة الشمال) a zo unan eus ar c'hwec'h distrig a zo en Israel. 4 478km² eo gorread an distrig (4 638km² gant an dour). Nazaret eo kêrbenn ha kêr vrasañ an distrig.

Uhelgompezenn ar Golan a zo renet evel un isdistrig eus distrig an Norzh[1] abaoe ma voe embannet Lezenn uhelgompezenn ar Golan e 1981. An aloubiñ de facto-se n'eo ket anavezet gant Stadoù all, hag hervez mellad 497 Kuzul-surentez ABU ez eo diavaez lezenn. Hep Uhelgompezenn ar Golan ez eo neuze 3 324km² (3 484km² gant an dour) gorread an distrig.

Diwar sifroù Burev Kreiz Stadegoù Israel e 2005[1] :

  • Poblañs : 1 216 800 (2007)
  • diouzh an etniezh:
    • keodedourien arab Israel : 622 400 (53%)
    • Yuzevien : 523 400 (43.5%)
    • Re all : 39 600 (3.5%)
  • Diouzh ar relijion:
    • yuzevien : 523 400 (43.5%)
    • muzulmiz : 443 800 (38%)
    • druzed : 93 000 (7.9%)
    • kristenien : 87 500 (7.3%)
    • dirummad : 35 400 (3.3%)
  • Stankder : 261/km²

Evel ma weler ez eo distrig an Norzh an hini nemetañ en Israel m'emañ ar barsañ niver gant Arabed.

Rannvroioù melestradurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Isdistrigoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo distrig an Norzh e pemp isdistrig :

  • isdistrig Safed
  • isdistrig Kineret
  • isdistrig Jezreel
  • isdistrig Akko
  • isdistrig ar Golan
Kêrioù Kuzulioù lec'hel Kuzulioù rannvro
  1. 1,0 ha1,1 Israel Central Bureau of Statistics, Statistical Abstract of Israel 2006 - No.57 [1][2]