Didjeridou
Ur Benveg-seniñ dre aer eo eus hanternoz Aostralia hag a vez sonet gant kentidi ar vro. Ur seurt "korn-boud" e koad eo. Talvezout a ra ar ger "didgeridou" kement ha « koad kalfichet ». Kinniget e voe d'an dud wenn evit ar wech kentañ e 1900 gant Herbert Basedow (kentañ Gwarezour Meur ar Gentidi etre 1899 ha 1913).
Implijet e veze gant ar re-mañ evit dezrevelliñ mouezh an emu a-benn tapout al loen aezetoc’h. A bep seurt anvioù all a vez roet d’an didjeridou hervez ar meuriadoù kentidi : yiki-yiki, ngarrriralkpwina, wuyimbam…
Luderezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Estreget gant an dud o-unan e vez graet an didgeridou. Da gentañ e vez dibabet gwez eukaliptus gant al luder, gwez bet debret o diabarzh gant laou-koad, ar pezh a lak ar son da vezañ muioc’h « douar-heñvel ». Evel-just, e vez ret d’an dud peurlipat al labour kleuziañ ha kizellañ a-benn kaout ur son vrav ha reizhañ ar benveg.
Goude se e vez troc’het al lodenn vat eus ar c'hef. Gwechall e veze implijet bouc’halioù maen da droc’hañ ar gwez. Bremañ e vez implijet heskennoù-dre-dan ha binvioù arnevez. Lakaet e vez ar c’hef gwezenn dindan an dour e-pad 5 devezh, ha goude se e vez aezet tennañ ar c’hoad laosk eus kreiz ar benveg. Etre 1 metrad ha 3 metrad hirder a vez enne. Peurvuiañ e vezont kinklet hervez boazioù arzel ar gentidi.
Industriezh arnevez an didgeridou
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An darn vrasañ eus an didgeridouioù a vez graet a-vil-vern e labouradegoù hag eostet e koadeier Aostralia, alies gant embregerezhioù e dalc'h nann-kentidi hag a-wechoù gant kentidi o-unan. Sevel a reer, zoken, binvioù 'zo e plastik, lêr, gwer, agav, yuka, bambou, hag e danvezioù all c'hoazh.
Titouroù dedennus ouzhpenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez' ez eus bet graet ur studiadenn e 2005 hag a zo bet embannet gant ar British Medical Journal, e-lec'h ma'z eus bet diskouezet e c'helle seniñ an didjeridou sikour an dud da goazhañ ar roc'herezh hag apnea ar c'housked, hag ivez ar c'hoant kousket war-greiz an deiz[1]. An digarez evit se a zo e vez kreñvaet kigennoù ar briant, ar pezh a harz oute da vlotaat diwezhatoc'h e-kerzh ar c'housked.
Sonerien didgeridou vrudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mark Atkins
- Jay Atwood
- William Barton [2]
- David Blanasi[3]
- Andy Billings
- Wallis Buchanan
- John Butler
- Bruce Copley [4]
- Ash Dargan [5]
- Alan Dargin
- Stuart Dempster
- Darryl Dikarrna
- Ernie Dingo
- Grahm Doe[6]
- Douglas Ewart
- Tom Fronza
- Ganga Giri[7]
- Andy Graham [8]
- Rob Grant
- Rupert Grint
- Djalu Gurruwiwi
- Rolf Harris
- David Hudson
- Marko Johnson [9]
- Scott Johnson
- Stephen Kent
- Jeremy Lembo [10]
- Christian Lindberg
- Wandjuk Marika[11]
- Charlie McMahon
- Adam Plack[12]
- Xavier Rudd
- Manfred Scheffknecht [13]
- Will Seachnasaigh[14]
- Stephen Wehmeyer
- Graham Wiggins
- David Williams
- Gapanbulu Yunupingu
- Makuma Yunupingu
- Yomunu Yunupingu
- Tom Evans
- Rob Fraser
- Natalie Small
- Charlie Small
- Talle E. Wacker
Gwelit ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- iDIDJ Australia: Lec'hienn sonerien didgeridou Aostralia
- Dreamtime, lec'hienn Roll Lizheroù ar "World Famous Didjeridu"
- Fizik ar benveg
- Evit gwelout penaos dic'hwezhañ a-gelc'h - Flashmovie
- Dic'hwezhañ a-gelc'h
- Ur bern pennadoù, atersadennoù
- Akoustik an Didgeridou digant Music Acoustics e UNSW
- Didgeridoo at Wikiot.com - Ur pennad wiki gouestlet d'ar sonerezh. Ennañ e vo kavet kentelioù hag an doare da sevel binvioù didjeridou.
- Aboriginal Arts: Gwir oberennoù kentat, o sevenadur, an doare ma vez sonet ar benveg hag ur bern fichennoù mp3.
- Corroboree association Kevredigezh eus hanternoz Bro-C'hall.
- Titouroù war an arz make, buy, play, care diwar-benn an didjeridouioù ha traoù all.
- Playing the Didgeridoo - A Foundation begoù, ha doareoù da son. Gant MP3-où.
- DidgeWorld Liammañ rouedad sonerien didjeridou ar bed.