Despina Khatun
Theodora Megale Komnene (gresianeg : Θεοδώρα Μεγάλη Κομνηνή Theodora Megali Komnini), anavezet ivez evel Despina Khatun (perseg : دسپینا خاتون) eus an titl gresian Despoina, hag eus ar mongoleg Khatun, daou c'her hag a dalv kement hag "itron", "priñsez", marvet e 1478, a oa ur briñsez kristen merc'h da Yann IV (1403–1458/60), impalaer Trabzon adalek 1429 betek e varv.
E 1458 e timezas Theodora da Uzun Hasan (1423–1478), rener ar c'hevread sunnit galloudus Aq Qoyunlu ("Denved Gwenn") ; mamm e voe da Halima (Martha he anv kristen), a voe mamm d'ar c'hentañ roue safavid, Shah Ismail Iañ (1487–1524).
Yann IV a roas e verc'h gant ma vije laosket da ober lidoù he relijion reizhkredennek, un diviz a voe asantet dezhañ gant Uzun Hasan. Brudet e oa kened Despina Khatun e-touez maouezi Gres.