Deskrivadur Hellaz
Neuz
Deskrivadur Hellaz (Ἑλλάδος περιήγησις / (Hellàdos Periègesis) zo ul levr beaj savet gant Paosanias ar Beajour en IIvet kantved. Un hir a labour eo diwar-benn Hellaz kozh, savet diwar ar pezh a wele an oberour, ul liamm a bouez etre lennegezh klasel ha hendraouriezh a vremañ.
Setu a skriv Andrew Stewart diwar e benn :[1]
Ur skrivagner war e droad, war evezh, dedennet gant ar veurdez hag ar saourusted hag ivez gant gweledoù divoas ha lidoù kevrinus. Dievezh e c'hall bezañ a-wechoù, lavarout traoù diasur, bezañ diroudet gant e ambrougerien pe e notennoù zoken ; koulskoude n'eus arvar ebet war e onestiz, ha n'eus ket par dezhañ evit a sell an dalvoudegezh.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ One Hundred Greek Sculptors: Their Careers and Extant Works, introduction. Patrom:Fact