David Bowie
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | David Bowie |
Anv ganedigezh | David Robert Jones |
Anv-bihan | David |
Anv-familh | Bowie |
Lesanv | David Bowie |
Deiziad ganedigezh | 8 Gen 1947 |
Lec'h ganedigezh | Brixton |
Deiziad ar marv | 10 Gen 2016 |
Lec'h ar marv | Manhattan, New York |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | krign-bev an avu |
Pried | Angela Bowie, Iman |
Kompagnun(ez) | Ava Cherry, Cyrinda Foxe, Ola Hudson |
Bugel | Duncan Jones, Lexi Jones |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Tachenn labour | sonerezh, Arzoù ar gweled, acting |
Bet war ar studi e | Ravensbourne University London, Ravens Wood School, City Literary Institute |
Lec'h labour | New York, Berlin |
Deroù ar prantad labour | 1964 |
Dibenn ar prantad labour | 2016 |
Tuadur revel | Divrevelezh |
Perzhiad e | Live Aid |
Voice type | baritone |
Pladennrolladur | David Bowie discography |
Filmography | David Bowie filmography |
Oberenn heverk | All the Young Dudes, Labyrinth, Life on Mars?, The Rise and Fall of Ziggy Stardust and the Spiders from Mars, Berlin Trilogy |
Diellaouet gant | Victoria and Albert Museum |
Anvet diwar | James Bowie |
Ezel eus | Tin Machine, The Arnold Corns, Davie Jones and the King Bees, The Hype, The Spiders from Mars |
Lec'hienn ofisiel | https://www.davidbowie.com/ |
Dileuriad ar gwirioù a aozer | PRS for Music, reproduction right not represented by CISAC member |
Oberennoù zo en dastumad | Museum of Modern Art, Victoria and Albert Museum, San Francisco Museum of Modern Art |
Rummad tost | Category:Music videos directed by David Bowie |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
David Bowie, bet ganet David Robert Jones, d'ar 8 a viz Genver 1947 e Londrez ha marvet d'ar 10 a viz Genver 2016 e New York, a oa ur c'haner saoz er sonerezh rock, hag aktour ivez.
A orin iwerzhonad e oa e hendadoù, deus tu e vamm deuet d'en em staliañ e Manchester. En ur borough Lambeth e Su da Londrez, e veve ar familh. Barregezhioù mouezh en doa pa oa bugel dija evit ar c'han e lazseniñ hag e oa bet merzhet ivez evit e zoare arzel da zañsal. Pladenn Elvis Preslay a oa bet degaset gant e dad er ger, a blijas kalz dezhañ. Kroget noa da seniñ gant ar piano hag e stagas da seniñ gant mignoned. E dad noa kaset anezhañ da welet arzourien, d'ober anaoudegezh ganto : Alma Cogan haTommy Steele, pezh a ziskouezh e harpe anezhañ war-zu ar bed arzel. En ur skol divoutin e voe kaset : Bromley Technical High School, gant arbennikadurioù war ar yezhoù, skiantoù, hag an disign. Terry Burns e hanter-vreur deus tu e vamm, 10 vloaz koshoc'h evitañ noa bet ul levezon bras warnañ, da skouer gant ar sonerezh jazz arnevez, ar voudaelezh, pe ar varzhoniezh Beat. Kalzig a dud e kerentiezh Bowie a oa klañv gant ar Skizofreniezh, un dintin a rae mont ha doneioù er bredospital. Ur pezh taol a bakas en e lagad kleiz e-kerz un emgann gant ur skoliad George Underwood, en abeg d'ur plac'h. Koulskoude e viras darempredoù mat gant hemañ, hag o doe labouret asambles evit sevel goloioù e bladennoù gentañ. Konrads voe anv e strollad gentañ, 8 ezel, hag e sonent ur seurt rock and roll evit an euredoù hag er gouelioù. Kuitaad a reas ar strollad evit mont er strollad King Bees, hogen ne voe ket gwall laouen ganto hag e yeas da gavout ar Manish Boys, strollad blues, a ebarzhe tonioù folk ha soul. Huñvreal a rae bezañ hañval ouzh Mick Jagger. Hag eñ da gimiadiñ diouto adarre evit mont gant ar Lower Third, un triad blues levezonet gant the Who.
Brudet adalek 1969 gant Space Oddity. Reuz a vo gantañ peogwir eo boaz d'en em wiskañ e-giz ur plac'h. E 1972 e vo brudetoc'h c'hoazh a-drugarez d'e strollad The Spiders From Mars hag ar bladenn Ziggy Stardust. Kenlabouret en deus gant : Iggy Pop, John Lennon, ar Rolling Stones... Deut eo a-benn da chom diouzh ar c'hiz c'hoazh, en ur implijout sonioù elektronek er bladenn Earthling (1997). Hervez ur sontadeg graet e miz Kerzu 2000 eo gwelet e-giz un arzour en deus bet ar brasañ levezon war sonerien rock ar bed.