Cimbri
Cimbri, pe Kimbred, a reer eus ur boblad a oa o chom da gentañ e Jutland (Danmark hiziv) ; ur bobl c'herman e oa war a greder, da dra ma'z eus bet lavaret e oant Kelted[1]. War-dro diwezh an Eil kantved kent J.K. ez eas un toullad anezho, asambles gant strolladoù Teutoned hag Ambrones, war-zu ar c'hreisteiz da glask douaroù nevez. Ne ouzer ket gwall vat perak : marteze e oa bet beuzet o bro gant liñvadennoù. Hervez an istorour Ploutarc'hos e oa un armead 300 000 den anezho, met hervez istorourien all ne oant ket ken stank.
En em gannañ a rejont a-enep Republik Roma etre -113 ha -101. Trec'h e voe ar C'hermaned da gentañ, evel da skouer en Emgann Arausio, ma voe faezhet un arme roman vras. Goude se e voe preizhet lodennoù bras eus Galia ha Hispania ganto. E 101 kent J.K., pa oant o klask aloubiñ gourenez Italia e voent faezhet e Vercellae gant Caius Marius, ha roue Cimbri, Boiorix, a voe lazhet. Flastret e oa armeoù ar C'hermaned da vat. Lod eus ar c'h-Cimbri, marteze, a zistroas d'o bro orin, rak istorourien zo a veneg e oa ur bobl anvet Cimbri o chom e hanternoz Jutland er Iañ kantved goude J.K..
Daoust m'eo un tammig heñvel an anvioù Cimbri hag Kembre, n'eus darempred ebet etre an div bobl-se. Koulskoude e kav da lod istorourien e c'hallfe ar c'h-Cimbri bezañ ur bobl geltiek pe bezañ ur bobl c'herman keltiekaet. Rak un anv keltiek e seblant bezañ hini ar roue Boiorix.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Koch, John T. : Celtic Culture – A Historical Encyclopedia, ABC-CLIO, 2005 (ISBN 978-1-85109-440-0)