Chatni
Chutney (hervez an doare-skrivañ saoznek) pe chatni (hindeg: चटनी chaṭnī; ourdoueg: چٹنی chaṭnī) a reer eus ur seurt lipig, skildrenk peurliesañ, a orin eus Indez, hag a vez debret gant meuzioù liesseurt.
E kement seurt chutney a zo e kaver pimant glas ha fresk e-leizh. Ouzhpenn ez eus frouezh, legumaj, spisoù, ha temzoù-boued. Chutney yen a c'haller fardañ, met diazezet eo al lod brasañ anezho war frouezh poazhet. Sed ar re a gaver an aliesañ :
- chutney diwar kraoñ kokoz
- chutney diwar domatez
- chutney koriandrez-bent
- chutney diwar tamarindez
- chutney diwar vangez, ennañ frouezh glas gant ar plusk
- chutney diwar sitroñs glas, ennañ frouezh klok, gant ar plusk
En Europa e c'haller fardañ chutney diwar ar frouezh a gaver, evel aval pe pechez. Ouzhpennañ a reer alies sukr, holen, kignen, jinjebr, fenugrek, koriandrez, koumin hag asafoetida, a-benn reiñ muioc'h a vlaz dezhañ.
En India e vez debret chutney kerkent ha fardet. Ennañ e kaver gwinegr, eoul pe chug sitroñs, evit ma vefe aesoc'h da virout pell amzer.
Chutney e broioù India
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Assam - Chatni gant koriandrez, pinochez, tomatez, delioù-kari, chilli, irvin-ruz, karotez, kokombrez, beterabez, fer, piz-sisez
- Andhra Pradesh — chatni gant kraoñ-koko, koriandrez, red chilli gant grams, tomatez, ognon, ha mangez
- Gujarat - athanah ha chatni gant sitroñs temzet kreñv
- Haryana - Chatni tamarind
- Himachal Pradesh — chatni guava hag eggplant
- Karnataka - Kraoñ-koko, koriandrez, green chili, mangez, ognon, kakaouet, tomato, tamarind,ridgegourd.
- Kerala - Kraoñ-koko, pudina (mint), urad dal (a kind of legume), mangez, pesked sec'h, chifretez ha chatni gant ognon
- Maharashtra - Chatni hot raw mangez, guramba,panchamrit, Mirachicha Thecha. Chatni fardet gant javaoù (Flax seed), Solapuri Shenga (kakaouet)/red chili powder chatni, Karale (Niger seed) ha kakaouet/kignen
- Panjab - chatni pudina (bent), chatni gant ognon, chatni tamarind, chatni gant mangez
- Tamil Nadu - koko, koriandrez, red chilli gant grams, tomatez, ognon ha chatni gant mangez
- Uttar Pradesh - koriandrez, kignen, chatni gant bent, mango ha kakaouet dous ha c'hwerv
- Bengal ar C'hornôg - Chatni gant frouezh (mangez, prun, avaloù hag abrikez)
- Nepal - Chatni gant tomatez ha patatez.