Cent
Ar cent a zo ur moneiz a gaver e meur a vro, anezhañ kantvet (1/100vet) rann ar moneiz diazez.
Evit ar moneiz implijet e Stadoù Unanet Amerika hag e Kanada e vez graet gant an arouez « ¢ » (Unicode U+00A2).
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra ar ger cent eus ar ger latin "centum", da lavarout eo kant.
Broioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre vras e vez kavet ar cent er broioù a ra gant ur moneiz anvet dolar (pe dollar) pe euro, daoust ma kaver anvioù all ivez, evel SUA ha Kanada, Aostralia, Zeland-Nevez, Singapour, Hong Kong, Taiwan, Barbados, Bahamas, Belize, Bermuda, Brunei, Fidji, Grenada, Jamaika, Liberia, Namibia, Zimbabwe, inizi all er Mor Karib hag en Unaniezh Europa. Dre vras ivez eo broioù saoznek a ra gant ar ger.
Penny
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E SUA ha Kanada, e vez lavaret penny alies eus ar pezh 1¢, diwar anv ofisiel ar pezh a vez implijet e Breizh-Veur, hag a zo bremañ kantvet rann al lur sterling.
En Iwerzhon e vez lavaret penny a-wechoù eus ar pezh 1 cent (kantvet rann an euro), abalamour ma tenn d'ar penny iwerzhonat hag a oa kantvet rann al lur iwerzhonat, a laoskas e lec'h d'an euro e 2002.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit kantved rann an euro e ra lod gant ar stumm brezhonekaet sent (liester sentoù)[1], tra ma vez lod all oc'h ober gant santim (diwar kantvet rann al lur gall[2] pe diwar an doare erbedet e galleg Bro-C'hall a zo centime (d'euro)), pe kantim(Daveoù a vank), kentim(Daveoù a vank), pe lod all c'hoazh oc'h ober gant liard (diwar anv brezhonek ar pezh moneiz a dalveze ur c'hard eus ur gwenneg) evel en ur ganaouenn diwar-benn implij ar chekennoù brezhonek[3].
Implij unan eus ar gerioù-se a ranker ober alies pa skriver chekennoù brezhonek.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ofis ar Brezhoneg, geriadurioù Yoran Embanner, skouer ur chekenn vrezhonek e-barzh deiziataerioù Skol An Emsav, al levr deskiñ Assimil (2001) gant Divi Kervella
- ↑ Geriadur Vallée p. 105, Geriadur Hemon-Huon, rann galleg-brezhoneg p.945a.
- ↑ http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeal:Cent#Respobt_d.27u_goulenn_daveo.C3.B9._Ar_ger_liard_en_ur_ganaouenn_vrezhonek_eus_ar_XXIa.C3.B1_kantved