Mont d’an endalc’had

Cato ar Yaouankañ

Eus Wikipedia
Cato ar Yaouankañ
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHenroma Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMarcus Porcius Cato Uticensis Kemmañ
PraenomenMarcus Kemmañ
NomenPorcius Kemmañ
Deiziad ganedigezh95 BCE Kemmañ
Lec'h ganedigezhHenroma Kemmañ
Deiziad ar marv46 BCE, 12 Ebr 46 BCE Kemmañ
Lec'h ar marvUtica Kemmañ
Doare mervelEmlazh Kemmañ
Abeg ar marvexsanguination Kemmañ
Killed byCato ar Yaouankañ Kemmañ
TadMarcus Porcius Cato Kemmañ
MammLivia Kemmañ
Breur pe c'hoarPorcia, Servilia, Servilia Minor, Gnaeus Servilius Caepio Kemmañ
PriedAtilia, Marcia Kemmañ
Kompagnun(ez)Aemilia Lepida Kemmañ
BugelPorcia Catonis, Marcus Porcius Cato, Porcius Cato, Porcia, Porcia Kemmañ
KarCato an Henañ, Marcus Porcius Cato Salonianus, Servilia Kemmañ
FamilhPorcii Catones Kemmañ
GensPorcia gens Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetlatin Kemmañ
Yezh implijet dre skridlatin Kemmañ
Micherskrivagner, politiker Henroma, milour, politiker Kemmañ
Kargtribune of the plebs, quaestor, praetor, moneyer Kemmañ
Bet studier daAntipater of Tyre Kemmañ
Strollad politikeloptimates Kemmañ
Patient ofCleanthes Kemmañ
Statud sokialnobl Kemmañ
PrantadLate Roman Republic Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Member of Roman tribePapiria Kemmañ

Marcus Porcius Cato Uticensis, lesanvet Cato ar Yaouankañ pe Cato Uticensis (9546 kent JK), a oa ur politikour roman hag en em lazhas.

Gourvab e oa da g-Cato an Henañ. Yaouank e oa pa grogas da ziskouez un ene kadarn ha kalonek. Da bevarzek vloaz e voe kaset da balez an diktatour Sylla ha pa welas pennoù gwadek an harluidi heskinet e c'houlennas ur gougleze da zisammañ Roma, emezañ, diouzh an tirant. En 65 kent JK e voe dilennet da gestour ma sachas an evezh warnañ oc'h ensellout pizh dihelloù an Teñzor e deroù e amzervezh-kestour, hag o lakaat reizhañ ar fazioù niverus er c'hontoù dleet da lezober e ziagentidi.

En 63 kent JK, da vare irienn Catilina, ez eas a-du gant an diarbennoù dibleg erbedet gant Cicero. Disfiz en devoa diouzh Pompeius, hag enebiñ a reas kreñvañ ma c'hallas ouzh c'hoant Julius Caesar da gemer ar galloud, ma votas en -59 a-enep an disentez d'en lakaat e penn armeoù roman Galia e-pad pemp bloaz, o lavarout d'ar senedourien e krouent un tirant a-benn ar bloavezhioù da zont.

En -52, edo war ar renk evit bout konsul e -51, met daou gonsul a-du gant Pompeius eo a voe anvet.

E deroù ar brezel-diabarzh en -49 e voe gouarnour Sikilia, ha rediet e voe da dec'hel ac'hano gant harperien Caesar, renet gant Curion. Mont a reas a-du gant Pompeius, ha trec'hiñ a reas bagadoù Caesar e Dyrrachium. Pa glevas anv eus faezhadenn emgann Farsala, ha drouklazh Pompeius prestik goude, e vodas pezh a vane eus an arme republikan hag ez eas ganti da Afrika, ma edo Quintus Metellus Scipio, e penn un toullad soudarded, o prientiñ enebiñ ouzh Caesar. Pa voe faezhet Metellus Scipio en emgann Thapsus d'ar 6 a viz Ebrel 46, ne fellas ket da Gato « dreistvevañ d'ar frankiz » : en em dennañ a reas en Utica hag en em doullgofañ gant e gleze. A-raok reiñ an taol kleze, a lavarer, e lennas hag e prederias war ar Phédon, un divi ma ra Plato un displeg diwar-benn divarvelezh an ene. Troet e oa Cato gant kelennadurezh ar stoikourien a glote gant garvder e demz-spered.

Hervez Ploutarc'hos e oa istimet kaer gant Caesar, a c'hoantae pardoniñ dezhañ ha leuskel e vuhez gantañ, met re ziwezhat e tegouezhas en Utica ha pa glevas e oa marvet cato e lavaras : « ? »

Pobl Utica a reas ur bez dezhañ war an traezh ma oa un delwenn da Gato ivez en amzer Ploutarc'hos.

Ur verc'h en doa, Porcia, pried da Marcus Junius Brutus, unan eus muntrerien Julius Caesar.

Un toullad taolennoù zo bet savet diwar-benn e varv :