Capel Garmon
Neuz
Capel Garmon zo ur gêriadenn e Sir Conwy, e Kembre. Emañ e Dyffryn Conwy, un tammig er reter da v-Betws-y-Coed. E kumuniezh Bro Garmon emañ.
Un alez-toet eus Nevezoadvezh ar Maen (trede milved kent Jezuz-Krist) zo e-kichen Capel Garmon[1] Enni ez eus bet kavet darbodoù pri eus Oadvezh an Arem hag ur c'hi-tan hag a zo bremañ e Mirdi Kembre, e Kêrdiz.[2].
Gouestlet eo an iliz da sant Garmon. Gwechall e oa ur chapel e parrez Llanrwst, met dont a reas Capel Garmon da vezañ ur barrez distag e 1927. Serret eo an iliz pelloc'h.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Capel Garmon Burial Chamber
- ↑ H.N. Savory, Guide Catalogue of the Early Iron Age Collections (Amgueddfa Genedlaethol Cymru, 1976).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|