Brezel an Nav Bloaz
Neuz
|
- Ur pennad all zo diwar-benn Brezel an nav bloaz (Iwerzhon).
Brezel an Nav Bloaz, pe Brezel an Emglev Bras, pe Brezel Kevre Augsburg (1688-1697), a vez lavaret eus ar brezel a voe en Europa e dibenn ar XVIIvet kantved.
An enebourien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez e oant:
- en un tu e oa ar roue gall Loeiz XIV, kevreet gant rouantelezh Danmark hag an Impalaeriezh otoman,
- en tu enep e oa un emglev bras a stadoù bodet en-dro da Leopold Iañ an Impalaeriezh santel, Gwilherm III Bro-Saoz, an Izelvroioù, Carlos II Spagn, Vittorio Amedeo II, dug Savoia, rouantelezh Sveden, ha priñselezhioù bihan eus an Impalaeriezh santel roman.
Pal ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bec'h bras a oa etre Bourboned Bro-C'hall ha Habsburged Aostria evit ren war vro Spagn. Gwelout kevre Augsburg.
Darvoudoù ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1688
- 24 a viz Gwengolo : ar C'hallaoued e Köln
- 29 a viz Here : kemeret Philippsburg gant ar C'hallaoued
- dibenn miz Kerzu : Distroadet Jakez II (Bro-Saoz), aet da repuiñ da Vro-C'hall.
1689
- 22 a viz Meurzh : Dilestret Jakez II Bro-Saoz en Iwerzhon
- 21 a viz Ebrel : Kurunennet Mari II Bro-Saoz ha Willem van Oranje, rouanez ha roue Bro-Saoz.
- 11 a viz Mae : trec'h ar morlu gall en emgann bae Bantry
- 12 a viz Mae : emglev entre ar Proviñsoù-Unanet ha Léopold Ier du Saint-Empire
- Mae: ar C'hallaoued e Katalonia , betek Girona
- Mezheven : Pfalz en arigrap gant ar C'hallaoued
- 10 a viz Gwengolo: trec'het ar C'hallaoued e Mainz
- 10 a viz Here: trec'het ar C'hallaoued e Bonn
1690
- 1añ Gouhere : trec'h eo ar marichal gall François-Henri de Montmorency-Luxembourg en Fleurus
- 10 Gouhere : Trec'h eo ar morlu gall en kab Béveziers (Beachy Head)
- 10 Gouhere : Trec'het eo Jakez II hag an arme c'hall en La Boyne
- 18 août : Trec'h eo ar marichal gall Catinat war dug Savoia en emgann Staffarda
1691
- 25 Meurzh : Kemeret kêr Nisa gant ar marichal gall [Nicolas de Catinat|Catinat]]
1692
- 19 a viz Mae: emgann Barfleur , e Normandi
- Gwengolo : William III a adkemer Namur
1696
- Mezheven: Jean Bart a skrap listri izelvroat en Dogger Bank
- 29 a viz Eost : Feuremglev Torino entre Bro-C'hall ha Savoia
1697
- 3 a viz Mae : kemeret Cartagena (hiriv e Kolombia)
- 10 a viz Eost : kemeret Barcelona gant an dug Louis-Joseph de Vendôme hag an amiral Victor Marie d'Estrées
- Gwengolo-Here : echu ar brezel gant feuremglev Ryswick.