Breizhveuradelezh
Keal ar vreizhveuradelezh a embann e vefe, en tu-hont da vroadoù dibar an Inizi Predenek (Bro-Saoz, Kembre, Kernev-Veur, Skos hag Iwerzhon) un gwirvoud a-us dezho en defe treuzpadet a-hed an amzer hag a vefe talvoudek c’hoazh. Kemmus hag amjestr eo bet a-viskoazh ar c’heal-se a-hed an amzer avat.
Un devoud glenndouaroniel : An Inizi Predenek ha Breizh-Veur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un enezeg eo an Inizi Predenek, hag un enez postek eo Breizh-Veur. Alese diouzh un tu arvezioù dibar dezho, a-fet glenndouaroniezh (hinad pergen) hag a zegas neuze doareoù-bevañ dibar ha kumun d’an holl bobloù a zo o chom enno, ha diouzh un tu all un doare digenvezded diouzh douar-bras Europa.
Pobladur an Inizi Predenek ha Breizh-Veur : ur skoilh da geal ar vreizhveuradelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek donedigezh ar Gelted en Inizi Predenek e ranker stadañ e voent disrannet e meur a bobl disheñvel : Kelted "Q" pe Ouezeled e Iwerzhon, Kelted "P" pe Vrezhoned e Preden pe Vreizh-Veur. Ha c’hoazh e chome a-gostez, e Norzh Preden, ar Bikted –a zo amsklaer o orin– diouzh ar peurrest eus an enezenn poblet gant Brezhoned, rannadur kendalc’het gant gouzalc’hidigezh roman ar pep brasañ hepken eus Preden, pa chome Norzh an enezenn-se hag Iwerzhon er-maez eus he beli. Adalek an Uhelgrennamzer e tiazezas ouzhpenn-se pobloù german (Saksoned, Angled, Juted) e Reter Preden
Eus an eneberezh etre pobloù keltiek ha Saozon da geal ar vreizhveuradelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Uhelgrennamzer e chome anat an eneberezh etre ar pobloù keltiek hag ar Saozon, da gentañ evit abegoù relijiel, an eil re o chom pagan pa oa a re all kristen. Tamm-ha-tamm e steuzias an eneberezh relijiel-se avat, gant kristidigezh ar rouantelezhioù angl-ha-saoz (An hini kentañ o vezañ rouantelezh Kent e 597 da heul mision sant Aogustin) ha gant trec’h savpoent roman ar gristenniezh angl-ha-saoz war hini ar gristeniezh keltiek e Sened-Iliz Whitby e 664.
Erzerc’hadoù embannidigezh ar vreizhveuradelezh er Grennamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Grennamzer eo bet kaset war-raok keal ar vreizhveuradelezh meur a wezh. Amjestr e voe roll Bro-Saoz en dezo-se avat. Daou zoare zo d’e verzout :
- Un digarez toull d’ar vroadelouriezh saoz –dezhi ur stumm impalaour– n’eo ken ar vreizhveuradelezh embannet.
- Benveg armet ar vreizhveuradelezh eo “kreisparzh” Bro-Saoz dezhañ da gefridi lakaat an “drobarzh” keltiek da blegañ.
Meur a wezh e teus rouaned saoz evel-se da sujañ ez-berrbad pe ez-padusoc'h o amezeion keltiek :
- Athelstan, roue etre 924 ha 939, hag a faezhas Hoel, roue Kernev-Veur, o lakaat ar vevenn etre Bro-Saoz ha Kernev-Veur er ster Tamer er bloavezhioù 929-936, hag a redias ivez rouaned Kembre ha Skos da paeañ dezhañ an truaj.
- Herri II, hag a astennas e c'halloud e Kembre hag e Iwerzhon
- Edouarzh I, hag a sujas Kembre er bloavezhioù 1282-1284 ha da c'houde Skos goude marv ar roue Aleksandr III e 1286.
- Herri VII Tudur, priñs a orin kembreat ganet e kastell Penfro deuet da vezañ roue Bro-Saoz (1485-1509), hag a grogas da gas war-raok dodennoù keltiek da gantreizhañ e c'halloud (Kregiñ a reas da vont e harlu e Breizh e-pad 14 vloaz etre 1471 ha 1485, a-raok distreiñ e Bro-Saoz da stourm ouzh e gevezher yorkour Richarzh III) dindan vanniel gembreat Kadwaladr, reiñ da anv e vab henañ Arzhur ha tutaat soudarded niverus o tont eus Kembre ha Kernev-Veur, kement-se a-raok kreñvaat ar galloud-kreiz "saoz" diwar-goust an trobarzh keltiek (kas a reas da skouer Edward Poynings da lakaat Iwerzhon da blegañ), pezh a gasas Kernev-Veur d'en em sevel e 1497
Furmidigezh gwerc’hel ar Rouantelezh-Unanet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok krouidigezh kefridiel ar Rouantelezh-Unanet e 1707 en savas e gwirionez tamm-ha-tamm ar riez-se :
- Adalek an 12vet kantved e voe sujet Iwerzhon gant Herri II, en-dro d’ar Pale da gentañ, tamm-ha-tamm war an enezenn a-bezh da c’houde. E 1800 hepken e voe embannet ez-kefridiel unvaniezh Iwerzhon gant ar Rouantelezh-Unanet.
- En dibenn an 13vet kantved e voe peurechuet stagadur Kembre ouzh Bro-Saoz, embannet ez-kefridiel e 1536.
- E 1603 e teuas Jakez VI, roue Skos abaoe 1567, da vezañ war un dro roue Bro-Saoz dindan an anv Jakez I, an div vro o virout da gentañ pep hini he Dael dezhi hec’h-unan, betek 1707 ma voent kendeuzet en un Dael kumun. Ez-kefridiel e voe neuze krouet Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur, deuet da vezañ e 1800 Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon, hag abaoe 1921 Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon an Norzh.
Arouez an "Unaniezh"-se eo an Union Jack, banniel o kendeuziñ bannielloù Sant Jorj (Bro-Saoz), Sant-Andrev (Skos) ha Sant Padrig (Iwerzhon), Kembre o vezañ ankouaet.
An impalaouriezh vreizhveurat
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek dibenn an 16vet kantved ez astennas ar veli saoz da gentañ, hogen breizhveurat dreist-holl da c’houde, war vor dre ar bed a-bezh, dre grouiñ trevadennoù pergen. Keal ar vreizhveuradelezh an hini eo a voe kaset war-raok hag a aroueze ar galloud-se, o voe en e barr e grez Viktoria (1837-1901). Kement-se a c'haller merzout c'hoazh gant an Union Jack lakaet e korn trevadennoù kent evel Aostralia pe Zeland-Nevez.
Keal ar vreizhveuradelezh arzaelaet gant an trobarzh keltiek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek an 19vet kantved en em savas ouzh beli ar Rouantelezh-Unanet –hevelebet ouzh hini Bro-Saoz– ar broioù keltiek trobarzhel : Iwerzhon da gentañ –pezh a zisoc’has war disrann Stad dieub Iwerzhon e 1921, daoust ma kendalc’h c’hoazh stourm ar vroadelourion iwerzhonat ouzh beli ar Rouantelezh-Unanet e Iwerzhon an Norzh, e Kernev-Veur, Kembre ha Skos adalek bloavezhioù ugent ha tregont an 20vet kantved, stourm a greñvas adalek ar bloavezhioù c’hwegont evit disoc’hañ a-benn ar fin war digreizannadur ar galloud e gounid Skos, Kembre hag Iwerzhon an Norzh ur wezh erru Tony Blair e penn Gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet e 1997.
Tuadurioù nevez abaoe 1997
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe staliadur ar Strollad Labour er Gouarnamant e kemeras keal ar vreizhveuradelezh un neuz nevez.
Diouzh un tu he deus levierezh Tony Blair a-fet digreizennañ war-zu Skos, Kembre hag Iwerzhon an Norzh kemmet-krenn en un doare dic’hortoz al liamm a oa etre keal ar vreizhveuradelezh hag ar vroadelouriezh saoz. Betek-hen e veze peurvuiañ merzet ar vreizhveuradelezh evel un astenn d’ar vroadelouriezh saoz, dezhi ur stumm impalaour. Hiviziken o deus ar vroadelourion saoz goulennet frankizoù kevatal evit Bro-Saoz ha zoken, evit lod anezho, dizalc’hidigezh o bro ha freuz an Unaniezh.
Diouzh un tu all, pezh a zo marteze un heuliadenn d’an arvez kentañ-se, en deus Gordon Brown loc’het un emzalc’h nevez ha nevezus a-fet breizhveuradelezh. D'ar 14 Genver 2006, pa ne oa ket c'hoazh Kentañ Maodiern hogen war-nes da embregiñ ar stael-se e tistagas ur grezegenn dirak ar Gevredigezh Fabian da dermenañ pezh a oa gouez dezhañ ar vreizhveuradelezh, eleze un devoud kreñvoc'h eus pezh a zisrann pobloù ar Rouantelezh-Unanet, unanet en-dro da dalvoudoù evel an demokratelezh pe dalvoudoù all a-seurt-se. Da glotañ gant ar mennozhioù-se e kinnigas krouidigezh un Devezh Breizhveurat ha da Zevezh ar soudarded kent an 27 Mezheven 2006 e tistagas ur brezegenn all oc'h adembann ez eo unanet pobloù ar Rouantelezh-Unanet, Skosiz pergen, gant ur vreizhadelezh au-us dezho.