Birmingham
- Evit implijoù all, gwelet Birmingham (disheñvelout).
Birmingham (distaget /ˈbɜrmɪŋəm/) zo ur gêr vras hag un distrig deuet da vezañ er pleustr un Velestradurezh unvan abaoe freuz Kuzul-Kontelezh Kornôg Midlands e 1986, e kreiz Bro-Saoz hag er Rannbarzh Kornôg Midlands. E 2005 e oa 1 016 800 a annezidi. An eil kêr bobletañ eus Bro-Saoz hag ar Rouantelezh-Unanet eo, war-lerc'h Londrez, ha poblet kenañ eo ivez ar gêrva en-dro dezhi gant 2 284 093 a annezidi (2001). Meur a borzh-houarn zo, an hini anavezetañ eo Birmingham New Street; ha meur a ganol a dremen dre eno ivez.
Gouzañv kalz a reas kêr diwar bombezadegoù an Eil Brezel-bed ha kalz eus ar savadurioù a weler hiziv a voe savet er bloavezhioù 1950 ha 1960.
E luc'haj saoznek ar c'horn (slang) e reer "Brum" eus Birmingham, ha brudet eo an doare-komz dibar zo enni ("Brummie"), aes a-walc'h da anavezout evit ar saoznegerien.
Tud liammet gant kêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Matthew Boulton (1728-1809)
- Joseph Priestley (1733-1804)
- James Watt (1736-1819)
- Alexander Parkes (1813-1890)
- Francis Galton (1822-1911)
- John Wright (XIXvet kvd)
- Steve Winwood (ganet e1948)
- Ozzy Osbourne (ganet e 1948)
- Tony Iommi (ganet e 1948)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]