Bevezerezh
Ar bevezerezh eo ar beveziñ madoù ha servijoù a-benn bastañ d'an ezhommoù pe d'ar c'hoantoù. Ar vevezerien, an embregerezhioù hag ar Stad a ra gantañ.
Daou brantad kenglotus a zo d'ar bevezerezh : ar produerezh hag an dasparzh.
Termenadur armerzhel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Anv a zo eus daou seurt beveziñ :
- Ar bevezerezh etre a zo ar bevezerezh madoù ha servijoù implijet pe distrujet en argerzh produiñ a-benn produiñ madoù pe servijoù all.
- Ar bevezerezh dibenn a zo ar c'hementad madoù ha servijoù implijet evit bastañ da ezhommoù eeun an oberourien hiniennel, an tiegezhioù, pe bevezet a-stroll (bevezerezh ar melestradurezhioù, anvet bevezerezh kenwerzhel). Hervez ar c'hontouriezh vroadel e klot gant an « implij madoù ha servijoù a-benn gwalc'hañ an ezhommoù denel », war-bouez ar bevezerezh etre hag ar prenadennoù lojeiz (a za d'ober ul lodenn eus an dispignoù postañ).
Termenadur hervez ar gontouriezh vroadel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar gontouriezh vroadel eo aozet ar bevezerezh dibenn diwar :
- Bevezerezh dibenn an tiegezhioù pe bevezerezh prevez, a ya teir elfenn d'ober anezhañ :
Hollad an dispignoù graet gant an tiegezhioù evit prenañ madoù ha servijoù kenwerzhel a-benn bastañ d'o ezhommoù hiniennel. Hollad an dispignoù e madoù ha servijoù liammet gant ar produerezh dezho un implij dibenn dibar, ar servijoù tiadel, ar servijoù lojeiz produet gant ar berc'henned dalc'herien, an emvevezerezh tapet digant ar broduerien ankenwerzhel.
- Bevezerezh dibenn hinnienekaus ar MFO (Melestradurezhioù Foran) pe bevezerezh foran:
Klotañ a ra gant pourchasoù madoù ha servijoù e traezoù roet digoust pe d'ur priz izel d'an tiegezhioù. (deskadurezh, yec'hed, obererezh sokial, servijoù dudi pe sevenadurel).
- Bevezerezh dibenn an EHPKST (Ensavadurioù Hep Pal Kenwerzhel e Servij an Tiegezhioù) :
Klotañ a ra gant an treuzkasoù sokial ankenwerzhel roet d'an tiegezhioù.
Degouezhioù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa vez bevezet o froduerezh gant an tiegezhioù e vez komzet eus emvevezerezh. An degouezh-se a c'hoarvez er gounezerezh hengounel.
Plas ar bevezerezh en armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar bevezerezh a ya d'ober ul lodenn eus ar c'helc'hiad armerzhel hollek. Korvoderioù disheñvel a ya d'ober budjed an tiegezhioù
- O c'horvoderioù
- An arc'hant a c'hellont amprestiñ
- An arc'hant a c'hellont didennañ eus o glad (diespern)
Ar c'horvoderioù-se a vez implijet evit
- O bevezerezh
- O zailhoù ha taosoù
- O daskorioù amprest
- O fostadurioù (lojeiz...) hag o espern. Diouzh reizh eo par an espern d'ur bevezerezh daleet e-kerzh an amzer.
Amañ e weler penaos eo ar bevezerezh diouzh korvoderioù ar vevezerien, met ivez diouzh o emzalc'h e-keñver an arc'hant. An emzalc'h-se a zo stuziet alies gant diarbennerezh o c'horvoderioù da zont hag o fiziañs en dazont.
Emdroadur ar bevezerezh a zo un elfenn bennañ eus ar blegenn armerzhel.
Ar fonksion veveziñ keynezian
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un nebeud termenadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar c'horvoder vak kriz Yv
A-benn beveziñ e rank an oberourien ekonomikel kaout ur c'horvoder.
Evel-mañ e vez resevet gant an tiegezhioù korvoderioù al labour (goproù rik a skodennoù sokial, korvoderioù al labourerien frank), korvoderioù ar berc'henniezh (ranndalioù, kampioù ha feurmoù). Ar sammad a za d'ober ar c'horvoder kentañ. D'ar c'horvoderioù-se e ranker ouzhpennañ ar c'horvoderioù treuzkas (pourchasoù sokial) ha lemel an tailhoù eeun. Tapet e vez neuze ar c'horvoderioù vak a chom d'an tiegezhioù evit beveziñ pe espern.
Emzalc'h beveziñ an tiegezhioù a zo termenet da gentañ-penn gant an diviz rannañ ar c'horvoder etre ar bevezerezh hag an espern. An dielfennadur keynezian a lak ar bevezerezh da elfenn bouezusañ e dasparzh ar c'horvoder. Dre-se e soñj da Keynes eo ar bevezerezh ur fonksion eus ar c'horvoder vak, da lâret eo :
Hervez ar c'hontouriezh vroadel eo skeudennet espern an tiegezhioù gant al lodenn eus ar c'horvoder a « chom vak a-benn berniañ fredoù korfel pe arc'hantel ». En espern a za d'ober mentelad ar c'hont implij ar c'horvoder, div lodenn dezhi : an espern arc'hantel (kaoudoù liñvel, postadurioù) hag an espern anarc'hantel (prenadennoù lojeiz, madoù aveiñ evit an embregourien hiniennel).
An espern a zo rik pa zidenner dioutañ ardaladur kevala an embregerien.
Ar fonksion veveziñ keynezian a zo burutellet gant labourioù Milton Friedman embannet e 1957 en e zDamkaniezh ar fonksion veveziñ. P'edo ar geynezouriezh o ren e klaskas abeg er fonksion-se dre lakaat war wel he sioù. Ezteurel a reas peugetket martezeadenn ar c'horvoder pad, a arc'h penaos eo heñchet an dibaboù beveziñ gant diarbennoù korvoderioù da zont ar vevezerien, ha n'eo ket mui gant o c'horvoder a-vremañ. An diarbennoù-se a zo stabiloc'h hag a gustum levnaat ar bevezerezh, daoust d'ar c'horvoder vak kreskiñ pe digreskiñ. Al labourioù-se a voe remerket peogwir e klaskent abeg e reizhidigezh ar politikerezhioù keynezian adlañsañ ar goulenn hag e meizad al liesaer postañ keynezian[1].
Ar gevredigezh veveziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An termen « kevredigezh veveziñ » a zo ur berradur eus an termen « kevredigezh c'hreantel a vevezerezh sturiet », meizet gant Henri Lefebvre evel stad ar gevalaouriezh goude an Eil Brezel Bed. Ur gevredigezh veveziñ a arouez ur gevredigezh e lec'h m'eo ar pren madoù ha servijoù pennaenn ha pal ar gevredigezh-se. Al live korvoder keitat uhel a vast d'an ezhommoù ret (boued, lojeiz, deskadurezh, yec'hed,...) hag a servij ivez da verniañ madoù (dre c'hoant, abalamour d'ar vruderezh) hag o implijout pe o tiskouez (evit abegoù kened da skouer)[2]. Arouez ar gevredigezh veveziñ eo an dra « bevezus », kollidik, hag a rank bezañ adnevesaet pe bannet. Gallout a rafer produiñ objedoù solutoc'h, ar pezh a greskfe o c'houst hag o fadelezh buhez, ar pezh a noazfe d'e dro ouzh ar bevezerezh.
Evit an dud enebet ouzh ar gevredigezh veveziñ e talvez ar c'healiadur-se e rankfe pep tra bezañ eskemmet war ar marc'had evit ma c'hellfe bezañ tizhet hor c'hoantoù gant ma vo arc'hant a-walc'h d'en ober.
Kentuidi ar gevredigezh veveziñ a soñj dezho ez eus ur roll diazez gant ar foranerezh, an diezhomm, ar berrbad hag ar refonn, anezho kefluskerioù an diorren hag an intrudu ijinek. Kest an diezhomm a vefe hervezo ur perzh a ziforc'hfe mab-den diouzh al loened, bevenet o ezhommoù, o c'hoantoù, o hiraezh.
Hogen an dreistvevezerezh a ra gaou ouzh an endro hag ar yec'hed dre un implij diboell eus an danvezioù naturel.
Ar bevez'ober
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar bevez'ober (nevezc'her) pe bevezerezh a skiant vat a zo un anadenn sokio-sevenadurel a-nevez, lakaet war wel er metoù « dazeilat ». Ezteurel a ra ar c'heal « mouezhiañ gant hor c'hadi », dre zibab da biv reiñ hon arc'hant ha dre deurel pled ouzh an diorren padus, ha n'eo ket mui beveziñ en un doare bevezuniadourel.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Les grands économistes, Jean-Claude Drouin, Presses Universitaires de France, 2006, ISBN 2130546250
- ↑ Kevredigezh beveziñ : kevredigezh ur vro c'hreantelaet a grou ezhommoù ardaouel dalc'hmat, (Larousse Bihan, 1992)
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bevezer
- Bevezuniadouriezh
- Roll ministred c'hall ar Bevezerezh
- Sevenadur ar yaouankiz
- (fr) La société de consommation (skrivet gant Jean Baudrillard), la Mcdonaldisation de la société (skrivet gant George Ritzer)
- enepbevezerezh