Beaucaire (Gard)
Neuz
- Gant at ger "Beaucaire" e tegouezher amañ.
Beaucaire zo ur gumun eus kreisteiz Frañs, en departamant Gard.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ war lez dehoù ar stêr Ron, e-tal Tarascon.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ugernum
- Beaucaire ː ar vaen kaer[1]
Ardamezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Palefarzhet etre aour ha gul
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diazezet e voe Beaucaire e-kerzh an VIIvet kantved kent J.K.
Edo Ugernum war an hent roman Via Domitia, a gas eus Itali da Spagn, 121 kent J.K.
Ugernum a oa unan eus ar 24 oppida dindan mestroni Nemausus (Nîmes). (Strabo IV, 186; Plinus, N.H. III, 37)
Eno e oa ur c'huzul anvet centonarii Ugernenses. (CIL XII, 2824)
An Duioskured e oa lidet eno ivez.
Ur sened a oa bet eno er bloaz 418 goude J.K.
Flavius Eparchus Avitus, ur Galian, a oa bet anvet da impalaer roman eno, gant skoazell ar Wizigoted, d'ar 7 Gouere 455. Goude se e vo anvet da vat da impalaer en Arle, d' an 9 Gouere 455.
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Strobad tri maen-bonn roman
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- R. Chevallier : Provincia. Les Belles-Lettres. Paris. 1982
- Pierre A. Clément & Alain Peyre ː La voie Domitienne. De la Via Domitia aux routes de l'an 2000. Presses du Languedeoc / Max Chaleil Editeur. 1991 / 1992