Barnadenn Paris
Barn Paris zo danvez ur vojenn e gwengelouriezh Henc'hres ma'z eus kaoz eus Paris o varn kened an doueezed, hag o reiñ ar priz, un aval, da Afrodite, ma savas fulor en doueezed arall.
Ar vojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar vojenn vrudetañ diwar-benn Afrodite eo homañ, a ziskleir an abeg a voe da vrezel Troia.
Pa voe lidet eured ar roue Peleüs hag an nimfenn Thetis war Venez Olympos e oa bet pedet an holl zoueed d'ar banvez evel-just – war-bouez unan : Eris, doueez an dizemglev, ar c'hwezherez-tan anezhi, a oa bet lezet a-gostez. Ha peogwir ne gave ket honnezh he c'hont, hag e oa droug enni, he devoa graet he soñj kaout plijadur ivez diwar-goust ar re all. Ha hi dont hep bout pedet, ha ganti un aval eus Liorzh an Hesperidezed, ha teurel un aval-aour war taol ar banvez, ha war ar frouezhenn e oa skrivet Ἡ καλὴ λαϐέτω hê kalê labetô "D'an hini gaerañ" ; hennezh e voe « aval an dizemglev ».
Teir doueez a felle dezho kaout an aval : Athena, Hera hag Afrodite. Dre ma oa savet chao etre an teir, dre ma ne felle ket da Zeus dibab, e voe kaset Hermes da c'houlenn digant Paris, roue Troia, tennañ tud an eured eus ar gwall blegenn ma oant bet lakaet gant Eris an drougoberourez. War ar menez edo Paris o tiwall e zeñved, ha dezhañ e voe da varn an tabut.
Ha pep hini eus an teir doueez, d'he zro, da glask levezoniñ ar paotr yaouank gant o fromesaoù, ha da glask e c'hennañ. Ha Hera da brometiñ galloud kement hag ur roue, hag Athena furnez, nerzh-kalon, ha klod er brezel, hag Afrodite a ginnigas karantez digant kaerañ plac'h a oa er bed. Ha Paris da zibab Afrodite ha goulenn Helene evel priz, goude ma oa pried ar roue hellazat Menelaos. Hag evel-se eo e voe kaset e diegezh hag e vro da get.
Skrapadenn Helene Sparta gant Paris an hini a voe kaoz da Vrezel Troia. E-kerzh ar brezel-se eo e voe gloazet an doueez Afrodite gant Diomedes.
Meneget eo barn Paris gant ar barzh Homeros en Ilias :
- « ...Hera hag ar Werc'hez he daoulagad pers.
- Ar re-se a vage kasoni ruz ouzh Ilion santel,
- Ouzh Priam hag e dud, abaoe ma voe dallet Paris
- Hag en o dismegañsas pa gredas, hep e graou gevr,
- Mont a-du gant an hini a ginnigas dezhañ an orged c'hwerv. »
– Homeros, Ilias, XXIV[1]
- An distro da Droia
Ha Paris da zistreiñ da Droia da-geñver ur genstrivadeg aozet gant Priamos etre priñsed kêr. Un ejen eus Menez Ida e oa ar priz. Met da Baris e oa al loen, lamet e oa bet digantañ, ha fellout a reas dezhañ kemer perzh er genstrivadeg evit e adkemer.
Trec'h e voe Paris e pep kenstrivadeg. En hini diwezhañ e rankas c'hoari ouzh e vreur Hektor. Da gentañ e seblantas bezañ an hini kreñvañ. Met fuloriñ a reas Hektor o welout un estren, a gave dezhañ, o terc'hel penn outañ, ha setu darbet dezhañ lazhañ Paris. Evit saveteiñ e vuhez e rankas Paris pignat war aoter Zeus. Neuze, Kasandra, a gave un tamm tres heñvel dezhañ, da c'houlennata ar gwaz yaouank, ma komprenas e oa eñ an hini e oa ar bugel dilezet. Hag ar roue Priamos, bouzar ouzh rakkemennoù an tonkadur, da zegemer ar priñs en e diegezh.
Skeudennaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Lucas Cranach an Henañ, etre 1512 ha 1514
-
Niklaus Manuel, c. 1520
-
Lucas Cranach an Henañ, c. 1528
-
Lucas Cranach an Henañ, c. 1530
-
Frans Floris, c. 1548
-
Frans Floris, c. 1550
-
Joan de Joanes, etre 1523 ha 1579
-
Hans von Aachen, c. 1588
-
Hans von Aachen, c. 1593. Poltred an teir doueez goude ar barn. Afrodite zo er c'hreiz, o terc'hel an aval.
-
Hendrick van Balen an Henañ , c. 1599
-
Joachim Wtewael, c. 1605
-
Pieter Paul Rubens, c. 1606
-
Joachim Wtewael, c. 1615
-
Peter Paul Rubens c. 1625
-
Cornelis Cornelisz van Haarlem, c. 1628
-
Peter Paul Rubens, c. 1638-1639
-
Claude Lorrain, c. 1645-1646
-
Carel van Savoyen, c. 1650-1660
-
Luca Giordano, c. 1681-1683
-
Adriaen van der Werff, c. 1712
-
Adriaen van der Werff, c. 1712
-
Michele Rocca, c. 1710-1720
-
Antoine Watteau, c. 1720
-
Angelica Kauffmann (1741-1807), deiziad ebet.
-
François-Xavier Fabre, c. 1808
-
Guillaume Guillon Lethière, c. 1812
-
Joseph Hauber, c. 1819
-
Jean-Baptiste Regnault, c. 1820
-
Anselm Feuerbach, c. 1869-1870
-
Max Klinger, c. 1886-1887
-
Henri-Pierre Picou, etre 1824 ha 1895
-
Eduard Lebiedzki, c. 1906
-
Barnadenn Paris, gant Auguste Renoir (Phillips Collection), c. 1910.
-
Eduard Veith, c. 1925
Delwennoù hag engravadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Willem Isaacsz van Swanenburg, c. 1609
-
E park Nymphenburg, e München.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Diwar Troidigezh c'hallek Frédéric Mugler, Actes Sud, 1995 (ISBN 978-2-330-02655-4) ; troidigezhioù gallek all en-linenn.