Bann
Neuz
Ur ger liessteriek eo bann hag a c’hell bezañ implijet evit traou fetiș ha difetis.
Ar meneg kentañ zo bet kavet en ur spisc’heriad en ur dornskrid war-dro 1501[1].
E 1716, Loeiz Pelleter a ziskouezas an adanv ban evit an ed korzennet.
Dre vras e c’hell bann talvezout d'un draezenn hir ha moan, fetis pe difetis, ha da draoù goubar ivez. Ar verb bannañ zo kevatal d'ar verb teurel/teuler.
Gounezerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwezhall : lodenn feskennoù ed a veze ledet war al leur-dornañ.
Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Renad kozh : Urzh foranet gant un aotrouniezh d’an dudjentiled evit ma teuint diskouez o harnezioù. Ar bann a oa kevatal da embann an urzh ha dre astenn ar bagad tud urzhiet dont.
- Dispac'h Gall : isrannadur melestradurel, sell ouzh Bann (isrann departamant)
- Tiriad dindan beli ur barner pe ul lez-varn, sell ouzh bann (barnerezh)
Traezennoù fetis hir ha moan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pevar bann a ya d’ober ur groaz. Liester : Bannoù a ya d’ober un ardivink, stumm ar groaz dezhañ, a zo staget d’ar vilin-avel ken e dap gremm an avel
- Garid diri
- Pezhioù dir hir-tre, lakaet kenstur evit sevel roudennoù an hentoù-houarn
- Pezhioù hir, plat ha moan e koad, metal, hag all, a zo parzhioù an dra : ostilhoù (bann-dor, bann-skeul, bannoù ar gloued…)
- Lizherennoù : skourrig a-serc’h : bannoù al lizherenn U
== Traezennoù difetis hir ha moan
- Er sinema, ar c’hleweled, an urzhiataerezh : ar pezh a vez gwelet pe vuzuliet evel ur vandenn
- * Bann drafet
- * Bann tredanel,magnetek, … Arhent
- Rannouig etre linennoù pe varzhioù a-serc’h war ur bajenn
- * an daolenn a zo gant rezoù ha bannoù
- * Testennoù ar mareadegoù a vez dispaket e bannoù
- Gouloù
- * Gouloù strishaet o astenn (dre unn toull, da skouer) : bannoù an heol,sellouzhbann
Troioù-lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Er vann : Uhel etrezek an oabl
- Chom er vann : chom a-sav evit un obererezh
Gerioù deveret
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bannañ : teurel pe lakaat da vont pelloc'h un draezenn
- Bannadell : obererezh bannañ
- Banner : a zo e perzh pe e labour teurel traezennoù er vann
- Banner : ardivink da vannañ traou goulaouet. Sell ouzh Banner (ardivink)
- Bannerez : arm a-wezhall da deurel mein
- Bannerezh : obererezh bannañ
- Bannhent pe hent-bann[2] : hent difetis ma tremen un dra o nijal ganti
- Bannikat :Teurel traezennoù tro-ha-tro ken nec'houezont ket war an douar; ger deveret : banniker
- Banniñ :Lakaet da vezañ gouezet ez-publik
- Bannlec'hed :
- Bannlev [3] : Takadoù annezet tro-dro d'ur ger
- Bannoù-treset :
- Bannouriezh :
- Bannwel : takad eus an oabl a-sonn d'un den hag en un doare skientelañ uhelañ poent teorikel a-serc'h d'ur poent a-is (zenith) ; banwel-noz (gwenedeg) : serr-noz
- Disvannañ :
- Forbannañ :
- Embann ha gerioù deveret diwarni : embannadenn, embannadigezh, embannadur, embanner, :ti-embann
- Ervannañ
- Tribann
- Videobanner