As (aerlu)
Un As, pe nijer mailh, a vez graet eus ur sturier kirri-nij brezel hag a zo deuet a-benn da pilañ 5 karr-nij enebour pe ouzhpenne-kerzh un emgann en oabl. An niver resis a drec'hioù en aer a vez ret tizhout evit bezañ degemeret evel As en un doare ofisiel a zo lies hervez ar vro. ALies eo ar sifr pemp hag a zo an hini izelañ.
Mennozh an "as" a zo deuet diwar-wel e 1915 e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed, memes amzer ma oa o kregiñ ar c'hentañ emgannoù etre kirri-nij. Da gentañ e oa un droienn propaganda evit lakaat tud an a-dreñv ha soudarded an talbenn da gaout harozed da azeuliñ pa oa ar brezel-bed o treiñ da unan uzadur gant kolloù spontus. Er brezel-se e oa diaes da welet anat hiniennoù troadegiezh o tont war-wel hag obererezhioù an Asoù a oa kalz aesoc'h da implij. Krouet e voe skeudenn harozed evel marc'heien ar Grennamzer. E-kerzh ul lajad amzer verr, pa oa o vezañ krouet ar stourmoù en aer, an nijerien varrekañ a c'helle kemm un emgann en aer da vat. Evit darn ar brezel, siwazh, skeudenn an as a oa pell diouzh gwirionez ar brezel en aer, an nijerezioù brezel a nije e skouadrennoù o klask tagañ pa vezent niverusoc'h ha dre kein. Ouzhpenn-se a feur ma bade ar brezel, an aerluioù a oa muioc'h-mui mestr war an oabl dre an danvezioù diazez a oa tu postañ er brezel-se. Implij an droienn "as" evit ober eus an nijerien-se a oa kroget neuze e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed, pa oa bet ar c'hazetennoù eus Frañs oc'h ober eus Adolphe Pégoud, lesanvet l'As (an As) goude ma vije bet ar c'hentañ levier o vezañ bet pilet pemp karr-nij alaman. Ar saozon a rae int gant "star-turns" (ur ger implijet er show business).