Arouez kimiek
Berradurioù eus anvioù an elfennoù kimiek eo an arouezioù kimiek. An holl elfennoù naturel o deus pep a arouez, anezhañ ul lizherenn pe ziv. Bras eo al lizherenn gentañ ha bihan ar re all, da skouer : "H" evit an elfenn hidrogen, "O" evit an oksigen, "Ti" evit an titaniom.
Renket eo an arouezioù kimiek en daolenn beriodek ha graet e vez ganto er c'hevatalennoù kimiek, da skouer : .
Dre ma vez deveret alies an arouezioù kimiek diouzh anvioù latin pe c'hresianek e c'hell arouezioù an elfennoù bezañ disheñvel-mat diouzh an anvioù brezhonek boas, da skouer : "Fe" evit houarn (latin ferum) hag "Hg" evit bevargant (gresianeg hydrargyrum).
Lod elfennoù zo aroueziet dre deir lizherenn : n'int ket bet dizoloet pe fardet gant mab-den c'hoazh ; anvet hag aroueziet dre ziv lizherenn e vint pa vo anezho da vat. Da skouer : e 2009 e voe dizoloet an elfenn "Uuq" (ununkwadiom), a voe anvet fleroviom hag arouziet dre "Fl" adal neuze.
E Sina e vez roet un arouezlun evel arouez da bep elfenn gimiek (gwelet). Ar pep brasañ anezho zo bet krouet a-ratozh, evel 鈦 tài evit an titaniom — distagadur saoznek an arouez "Ti" eo tài[1].
Evit gwelet roll klok an elfennoù kimiek hag o arouezioù, sellit ouzh :
- Roll an elfennoù hervez o arouezioù
- Roll an elfennoù hervez o anvioù
- Roll an elfennoù hervez o niverennoù
- Taolenn beriodek an elfennoù
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Trugarez da Siubhán McGunn evit ar sinaeg.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Geriadur brezhonek An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0