Mont d’an endalc’had

Arondisamant Roazhon

Eus Wikipedia
Arondisamant Roazhon
Arondisamant Roazhon
Lec'hiadur arondisamant Roazhon e departamant Il-ha-Gwilen
Bro Breizh
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Rannvro Breizh
Departamant Il-ha-Gwilen
Kod arondisamant 35 3
Pennlec'h Roazhon
Stadegoù
Poblañs 620 074 ann. (2019)
Gorread 2 227,37 km²
Stankter 278 ann./km²
Adrannoù
Kumunioù 109

Arondisamant Roazhon a zo anezhañ ur rann velestradurel eus Frañs, e departamant Il-ha-Gwilen hag e rannvro Breizh.

E 1926 e voe staget arondisamantoù Gwitreg ha Moñforzh ouzh arondisamant Roazhon.

D'ar 1 a viz Here 2010 e voe distaget kantonioù arondisamant kozh Gwitreg diouzh arondisamant Roazhon evit stagañ anezho ouzh kantonioù arondisamant Felger evit sevel arondisamant Felger-Gwitreg[1],[2].

Kantonioù ha kumunioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet e oa arondisamant Roazhon e 25 kanton (betek 2014) ha 121 kumun :

Adrannet e voe arondisamantoù Il-ha-Gwilen d'ar 1 a viz Genver 2017[3]. 109 c'humun zo en arondisamant Roazhon bremañ.

  1. (fr) Une nouvelle préfecture Fougères-Vitré war ma.ville.com, lennet d'an 30 a viz Meurzh 2010
  2. ARRETE Portant modification des limites territoriales d’arrondissements de FOUGERES et RENNES du 28 décembre 2009
  3. (fr) Arrêté portant modification des limites territoriales des arrondissements d'Ille-et-Vilaine, Roazhon, 23 Kerzu 2016