Argadenn Banzai
Un Argadenn Banzai pe "Tagadenn Banzai, " "Banzai Charge" an termeniñ orin a vez un termenadur brezel krouet gant ar gevredidi e-pad Brezel ar Meurvor Habask evit taolenniñ ar gwagennoù tag gant soudarded troadegiezh Lu Impalaeriezh Japan.
Dont a ra an termeniñ-se dre garm brezel ar japaniz un doare pedenn "Tenno Heika Banzai" (天皇陛下萬歲, "Bevet ar Meurdez an Impalaer!"), berraet e banzai. Ur strategiezh brezel e oa ouzhpenn d'ur garm, o vezañ un argadenn soudard ziwezhañ ha dispi.
Orin an Argadenn Banzai
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Argadenn Banzai zo e spered ar Japaniz un hent doare Gyokusai (玉砕, "brujunoù mein-jad"; Emlazh enorus), un dagadenn emlazh, pe un emlazh doare seppuku (切腹) a-raok bezañ prizoniet gant an enebourien.
Efedusted an Argadenn Banzai
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Argadennoù Banzai ne oant ket gwall efedus o welet gwagennoù soudarded o youc'hal Banzai a-raok redek hep repu etrezek ho enebourien kuzhet e kreñvlec'hioù. Evit bezañ efedus e oa ret e vije noz pe amzer fall hag e vije beuzet dre an niver an enebourien saouzanet dre un taol souezh.
An Argadenn Banzai a oa un doare da echuiñ un emgann gant troadegiezh Lu Impalaeriezh Japan pa ne chome hent all ebet paneveken emañ pe bezañ prizoniet.
Ar vlenerien kirri-nij doare Kamikaze a oa ivez un doare Argadenn Banzai, ar pal o vezañ da deurel ur c'harr-nij war ul lestr enebour d'e gas d'ar strad. Nebeut kirri-nij a dizhas bigi ha nebeutoc'h c'hoazh betek o lakaat da vont d'ar strad.
Argadennoù Banzai brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur anezho a zo chomet anavezet mat unan e-pad emgann Saipan d'ar 5 a viz gouere 1944 o welet al letanant meur Yoshitsugu Saitō heuliet gant ur pezh mell banniel ruz ha 5000 soudarded japaniz o tagañ ar soudarded amerikaned.
A-dreñv ar gwagennoù soudarded e oa kavet reoù gloazet don lod anezho o vezañ armet gant mein nemetken. Dont a rint a-benn da freuzañ linennoù difenn an Amerikaned met darn anezho a varvo en emgann.
Un Argadenn Banzai all a zo chomet brudet mat dre ma drec'has ar Japaniz anavezet ez eo dindan an anv Cowra Breakout. Un Argadenn Banzai a vezo evit terc'hout eus ur c'hamp prizonidi en Aostralia. 231 prizoniad japaniz ha 4 soudard Aostralian a varvo met dont a reas a-benn ar brizonidi da derc'hout kuit. Siwazh dezho adpaket e vint holl nebeut amzer war-lerc'h.
Filmadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Eñvorennoù hon tadoù, Flags of Our Fathers, gant Clint Eastwood, 2006
- Lizhiri Iwo-Jima, Letters from Iwo Jima, gant Clint Eastwood, 2006
- Far Away : Soudarded ar spi, 마이 웨이 (Mai Wei), gant Kang Je-gyu, 2011
- Band of Brothers : Ifern Brezel Meurvor Habask, The Pacific, heulienn, 2010
Filmigoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Argadenn Banzai emgann Saipan
- War efedusted an Argadennoù Banzai
- Argadenn Banzai e-pad emgann Attu (1943)
Pennadoù karr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Impalaeriezh Japan – An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan |