An aotrou Bimbochet e Breiz
Neuz
An aotrou Bimbochet e Breiz zo ur romant brezhonek gant Roparz Hemon, embannet e miz Eost 1927 e Brest.
Kentañ romant Roparz Hemon ez eo ; kroget e oa bet an embannadur anezhañ er gelaouenn Gwalarn er bloavezh 1925, dindan stumm un heuliad.
Ar rannbennadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ma ne gonter ket ar C'hentskrid d'an eil mouladur ez eo rannet doare 1942 etre pevarzek rannbennad :
- An Aotrou BIMBOCHET e BREIZH,
- MARC'HEKADENN BIMBOCHOMAROS,
- Dihun Bimbochomaros,
- Adaqi,
- Leñverezed Koad an Noz,
- Ar Maen-Aberz,
- Merc'h Gerlabanos dianket,
- An tec'h war-du ar mor,
- Boueterien al Loar,
- Gweledigezh an teir Enezenn,
- Poblad ouez an Douristiked,
- Harzoù ar vro villiget,
- Kimiad,
- DOUE D'E BARDONO.
Istor An aotrou Bimbochet e Breiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emaomp er bloavezh 2125, Breizh a zo ur vro dieub. Degemeret eo an aotrou Bimbochet, kelenner e Skol-veur Rouan (Bro-C'hall), gant ar vreizhadez Donalda Kerlaban hag he zad : dont a ra ar Gall da Vrest d'ober ur brezegenn, « Eun Damskeud eus Istor Bro-C'hall betek bloavezhioù kentañ an XXII-vet kantved. » an danvez anezhi. An den a zo bamet o welet penaos e c'haller bevañ hep ar spered gall.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An Aotrou Bimbochet e Breiz, Lodenn 4 Levraoueg Gwalarn, Roparz Hemon, Brest, embannadur Gwalarn Moulerez (102 pajenn), 11 a viz Eost 1927[1]
- An Aotrou BIMBOCHET e BREIZH, Brest, Skridoù Breizh (128 pajenn), 1942[2]
- An Aotrou Bimbochet e Breizh, Lesneven, adembannadur gant Hor Yezh, 1añ a viz Gouere 1990[3]