Aloaded
An Aloaded (e henc'hresianeg Ἀλωάδαι, Alôadai pe Ἀλωεῖδαι, Alôedai) a oa breudeur gevell, anvet Otos hag Efialtes (henc'hresianeg Ὦτος καὶ Ἐφιάλτης, Ỗtos kaì Ephiáltês, « Labous noz hag hurlink »), mibien da Boseidon ha da Ifimedeia (gwreg Aloeüs, en deus roet e anv dezhe) en mojennoù Henc'hres. Sellet e vez oute evel Titaned, daoust ma'z int bet ganet diwezhatoc'h eget mibien Gaia ha ma n'o deus liamm ebet gante. Deskrivet int gant Homeros. Hervezañ e oa bras meurbet o c'hened ha kreskiñ a raent eus un ilinad uhelder hag eus ur gourhedad ledander bep bloaz[1].
Mojenn ar Ramzed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-giz ar Ramzed avat e oa fellet dezhe difial an Doueed. Kregiñ a rejont yaouank-kenañ o vac'hañ Ares en ur jarl arem, ma chomas trizek miz ken na zeuas Hermes da zieubiñ anezhañ dre guzh[2]. Hervez ar skoliour[3], ez eo abalamour m'en doa lazhet Adonis, fiziet enne.
Pa oant erru en o nav bloaz e oant hardishaet ha fellet e oa bet dezhe pignat en oabl o verniañ menez Ossa war ar menez Olympos ha menez Pelion war menez Ossa. Gourdrouz a raent disec'hañ ar morioù o teurel menezioù e-barzh ha goleiñ an douaroù gant ar morioù[4]. Zeus a foeltras anezhe neuze, met lezel a reas ar vuhez dezhe war goulenn Poseidon.
Ne baouezas ket an daou vreur da iriennañ a-enep an Doueed : Otos a felle dezhañ skrapat Hera, hag Efialtes a felle dezhañ kaout Artemis da wreg. Redek a rejont war lerc'h homañ ziwezhañ hag en em veñjañ a reas o lakaat anezhe d'ar marv dre finesa, en enez Naksos. Kemer a reas stumm ur c'harv ha tremen etrezo e doare ma diskarjont an eil egile gant o spegoù o klask tizhout anezhi[5]. Hervez lod all avat e vijent bet lazhet gant he breur Apollon "kent na greskas ar barv ouzh o groñj"[6]. Mod all ne vije ket bet a harz oute.
Boureviet e voent dibaouez en ifernioù : staget e oant kein-ouzh-kein ouzh ur golonenn kelc'hiet gant naeron, ha warni ur gaouenn hag a hope dibaouez[7].
Hengounioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En holl an istorioù-se, an Aloaded n'int nemet tud, dezhe ur vent divoas. Hervez Diodoros Sikilia, na ra anv ebet eus danevelloù Homeros, e oant harozed a orin eus Thessalia kehelet e Naksos. Kaset e vijent bet gant o zad Aloeüs evit dieubiñ o mamm Ifimedeia hag o c'hoar Pankratis diouzh Traked o doa skrapet anezhe. Kannet o dije anezhe e Naksos ha dont da vezañ rouaned an enezenn a-raok lazhañ an eil egile e-kerzh un emgann[8].
Lakaat a reer savidigezh meur a goeded war o c'hont ivez. Da skouer hini Aloium[9], pe hini Askra e Boiotia[10].
Hervez Pindaros e oa bet an daou vreur ar re gentañ o lidañ aberzhioù en enor d'ar Muzezed war menez Helikon[11]. Hervezañ ne azeulent ken teir muzez : Melete, Mneme, hag Aoide.
Bezioù an Aloided a veze diskouezet en amzer Paosanias[12] e-kichen keoded Antedon e Boiotia. E skridoù diwezhat e reer anv eus o eskern a vije bet war ziskouez e Thessalia[13].
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Apollodoros, Bibliotheke (I, 7, 4). Lenn enlinenn
- Homeros, Ilias (V, 385) Lenn enlinenn, Odysseia (XI, 305). Lenn enlinenn
- Caius Julius Hyginus, Fablennoù (Fabulae) (XXVIII). Lenn enlinenn
- Paosanias Periêgêsis Hellados (IX, 22, 6). Lenn enlinenn
- Pindaros, telennganoù (IV, 89). Lenn enlinenn
- Virgilius, Aeneis (VI, 582). Lenn enlinenn
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Homeros, Odysseia XI. 305
- ↑ Homeros, Ilias V.385 ; Apollodoros (I. 7. § 4)
- ↑ ΣbT Ilias V, 385.
- ↑ Apollodoros (I. 7. § 4)
- ↑ Pseudo-Apollodoros, Bibliotheke I. 53
- ↑ Homeros, Odysseia XI. 305 ; Hyginus, Fabulae 28
- ↑ Hyginus Fabulae 28.; Virgilius Aeneis VI 582. Krediñ a raed e veze sunet gwad gant ar c'haouenned.
- ↑ Diodoros Sikilia, Bibliotheke, VI. 85. 1
- ↑ Stefan Bizantion, s. v.
- ↑ Paosanias IX.29,1
- ↑ Paosanias IX.29,1
- ↑ IX. 22. § 5
- ↑ Filostratos Aten. Buhez ar Sofisted, I. 3.