Aldo Leopold
Neuz
Aldo Leopold (11 Genver 1887 – 21 Ebrel 1948) a oa un ekologour, ur prederour, ur c'hoadour, ur skiantour hag ur skrivagner stadunanat.
Kelenner e oa e Skol-veur Wisconsin hag anavezet eo dre-benn d'e levr A Sand County Almanac (1949), hag a voe troet e pevarzek yezh ha gwerzhet e daou villion a skouerennoù[1].
Leopold a voe e penn al luskad evit an divezoniezh (etik) endroel hag oberiant evit gwareziñ al loened gouez. E sell holistek war an natur ouez en deus bet ul levezon greñv war skiant merañ ar vuhez ouez.
Labourioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Report on a Game Survey of the North Central States (Madison : SAAMI, 1931)
- Game Management (New York : Scribner's, 1933)
- A Sand County Almanac (New York : Oxford, 1949)
- Round River: From the Journals of Aldo Leopold (New York : Oxford, 1953)
- A Sand County Almanac and Other Writings on Ecology and Conservation (New York : Library of America, 2013)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 'A Sand County Almanac'. The Aldo Leopold Foundation.