Mont d’an endalc’had

Ahmed Abdallah

Eus Wikipedia

Ahmed Abdallah Abderemane (12 a viz Even 1919 e Domoni (Anjouan) - 26 a viz Du 1989) a oa ur politikour eus Komorez, bet prezidant kentañ ar vro.

D'ar 6 a viz Gouere 1975 e teuas Komorez da vezañ ur Stad nevez, dizalc'h diouzh Bro-C'hall, gant Abdallah prezidant. Ur miz goude, d'an 3 a viz Eost, e voe distroadet gant Said Mohamed Jaffar ha mont en harlu da Bariz. Kemer a reas ar gallou en-dro en un taol-Stad, sikouret gant ar goprsoudard gall Bob Denard e 1978. Goude bezañ gouarnet asambles gant Mohamed Ahmed ec'h eas da brezidant Komorez e miz Here 1978. E 1982 e verzas an holl strolladoù politikel nemet e hini, an UCP (Union Comorienne pour le Progrès). Evel-se e voe addilennet da brezidant e 1984. D'ar 26 a viz Du 1989 e voe muntret e Moroni e-pad un taol-nerzh kaset gant Said Mohamed Djohar.