Mont d’an endalc’had

Agence Bretagne Presse

Eus Wikipedia

An ABP pe L'Agence Bretagne Presse zo un aozadur kelaouiñ diwar-benn Breizh hag a ya en-dro e galleg, brezhoneg, galoeg ha saozneg, ha dezhañ stumm ul lec'hienn Internet. Ur webmedia pe ur media enlinenn eo. Savet e oa bet e miz Here 2003 gant Philippe Argouarch, un ijinour war an urzhiataerezh, ganet e 1949 er Sables-d'Olonne. E 2012, 7seizh gant Fabien Lécuyer hag e 2014, NHU gant Remy Penneg.

Pa oa Philippe Argouarch o labourat e Kalifornia en doa meret lec'hienn Kevredigezh Breizhiz Kalifornia en doa krouet e 2000. Pa reseve kemennadennoù war ar brizonidi vreizhat en doa savet ur rubrikenn, dezhi an talbenn "Agence Bretagne Presse", a reas berzh bras. Ur wech deuet da Vreizh en-dro e 2001 e talc'has Philippe Argouarch da adsevel ul lec'hienn dindan an anv-se. Miret en deus geriadur Favereau enlinenn ha renabl al lec'hiennoù breizhat. E 2008 e voe krouet ouzhpenn d'an ABP, ur stumm nevez evit kelaouiñ, an ABP-TV. Er memes bloavezh e voe kudennoù arc'hant gant ABP, dre-se e voe aozet ur webothon evit dastum arc'hant, bep bloaz e vez aozet un abadenn eus ar seurt.
En derou, an ABP a oa ur gevredigezh 1901, met aet eo da freuz-stal. Hiziv e chom Philippe Argouarch perc'henn nemetañ an domani hag ar servijourien, met eilet eo an ABP gant ar gevredigezh, ABPMM (ABP multimédias). Ur seurt kuzul an dud fur a zo bet krouet en 2012 gant un nebeud kazetennerien pe dud bet kazetennerien, met ne badas ket pa voe diaes d'an dud d'en em akordiñ.

Un nebeut testennoù savet evit an embann a vez kaset gant hiniennoù pe aozadurioù bihan. Darn anezho a zo pennadurezhioù anavezet e metoù Breiz (Jean-Pierre Le Mat, Yvon Ollivier, Adembann e vez ar c'hemennadennoù niverus-tre kaset gant ar c'hevredigezhioù e Breizh pe liammet ganti. Keleier a denn da Vreizh war ar pezh a c'hoarvez e morioù tro-war-dro Breizh a embann ivez. Er bloavezioù kentañ e veze renket e ar rubrikennoù hervez an danvez hag hervez anv ar c'hêrioù bras tostañ e Breizh (8 + Pariz) hag hervez an temoù. Hervez an danvez e vez hiziv nemetken.
Bez ez eus pajennoù evit ar c'heleier e brezhoneg hag reoù all e saozneg. An holl testennoù (pennadoù ha kemennadoù) a vez digor evit bezañ sellet outo, met, ar videoioù ne vezont ket holl en diaz roadennoù.
Dispaket e vez ivez videoioù kaset gant aozadurioù pe hiniennioù zo. E-pad un pempzegad bloavezhioù e vezent skignet dre kevrenn al lec'hienn arbennig, met war ar chadenn ABP YouTube emaint holl, nemet ar re nevesañ a vez dispaket dindan un ivin perzhekwar ar bajenn bennañ. Darn ar videioù a vez sevenet gant Philippe Argouach..

N'eus goprad ebet ha Philippe Argouarch a ra war-dro ar servijer e-unan e-pad 6 eurvezh bemdez ha ne vezont ket paeet arskridaozerien. An herberc'hiañ ne ya ket ouzhpenn 400 euro ar bloaz. 6 den o deus kinniget bezañ anavezet evel kenskridaozerien e Breizh ha pelloc'h ha kas a reont keleier evit netra. Ouzhpenn-se ez eus tost da 1 000 den enskrivet evel mouezh o aozadurioù. Kemennadennoù a bep seurt a vez lakaet enlinenn ha kaset e vezont gant strollegezhioù, kevredigezhioù ha strolladoù politikel, lies-tre o mennozhioù.

En un pennad-kaoz embannet gant Bremañ e miz Ebrel 2008, e lavare Philippe Argouach ne goust kazi netra lakaat enlinnenn miliadoù a bennadoù e n'eus forzh peseurt yezh, ken eo aes kavout meur a destenn vrezhonek en ABP, ar pezh n'eo ket posupl gant priz ar paper.

E derou ar bloaz 2008, ne oa ket mui posupl d'ar servijer orin gouzañv ar gweladennoù niverus pa rae berzh an ABP er bed a-bezh ha 2 400 euro a oa dleet. Ur galv evit rastellat arc'hant, ar Webothon hervez ar merour, a zegasas 4 000 euro evit prenañ un urzhiataer galloudusoc'h.
Er pennad-kaoz ec'h embanne Philippe Argouarch e veze 5 000-6 000 gweladenn bemdez ha war-dro 200 000 bep miz.

Ur skipailh kazetennerien a-youl-vat ha kronikerien a zo bet bodet en-dro d'an ABP. Araokadennoù zo bet graet e-kenver ar skridaozañ hag ar filmañ gant ostilhoù video simpl.

  • E 2008 ez eus kroget kudennoù teñzorouriezh gant ABP, aozet e voe neuze ur webothon evit klask dastumm arc'hant. Er fin eo bet tapet 5 000 € ganto.
  • Er memes bloavezh e oa bet aet un afer el lez-varn, met gounezet en doa ABP.
  • D'an 28 a viz Ebrel 2009 ec'h embannas ABP un interview eus Frederig ar Bouder, prezidant Adsav, un nebeud aozadurioù breizhat a gavas e oa un doare meuleudi evit ar strollad-se. Divizet e voe neuze gant 44=BZH hag Unvaniezh Demokratel Breizh (hag hec'h holl gevrennoù) chom hep kas o c'hemennoù ken da ABP.
  • Bloavezh 2012 e kuita ul lodenn eus ar gazetennerien an ABP evit mont da sevel al lec'hienn 7seizh.
  • E 2014 e krouas Remy Penneg ur media enlinenn goustlet da Vreizh, Ni Hon Unan (NHU) e anv. Kalz muioc'h a destennoù personel a gaver e-barzh. Un tamm kevezerezh hep enebiezh ez eus etre an div lec'hienn.

Mennozhioù politikel Philippe Argouarch

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un dizalc'hour e-keñver Breizh eo Philipe Argouarch hag ezel eus Strollad demokratel ar Stadoù-Unanet ivez, p'en doe bet lakaet da geoded amerikan pa voe o chom e-kichen San-Francisco.
«Me zo tuet da embann ez on un dizalc'hour breizhat er c'hreiz dehou, hag, re wir, tost-tre ez-politikel eus Carles Puigdemont, e Katalonia, hemañ kelaouenner a-vicher, ha bezañ krouet Ajañs Katalonia Brest gantañ.
Da gentañ holl, ar sevel a du diouzh fromadennoù hag anpoellegezhioù eo an dizalc'houriezhoù a weler e Breizh, e Korsika pe e Bro-Skos. Ne zeu ket diwar ar c'hempoell politikel, na diwar un ideologiezh, a-dra-sur. Un dra don-tre hag a denn d'an dinded, da anaoudegezh an tremened ha, peurgetket, skiant ar maberezh diwar e hendadoù, hag, evel just, skiant lemm an direizhder».
Embannet war lec'hienn an ABP, 27 Here 2017 [1].

An ABP sellet gant e grouer ha merour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Etre 2012 ha 2022 e veze kinniget d'an oberourien lakaat o zestennoù dindan reolennoù ar Creative Commons. Nebeutoc'h digor eo ar bolitikerezh-se, met, evit ma vo savet ur c'horpus brezhoneg evit bastañ da ezhommoù an naouegezh alvezel en doe strivet Philippe Argouarch ma vo disklêriet evel teulioù frank an holl testennoù brezhonek.

Liammoù diavez, Agence Bretagne Presse

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Test orin : Pourquoi je suis un indépendantiste breton : …Je me positionne aujourd'hui comme un indépendantiste breton du centre droit, en fait très proche politiquement d'un Carles Puigdemont en Catalogne, un journaliste de profession qui a créé l'agence catalane de Presse. L'indépendantisme breton ou corse ou catalan ou écossais est avant tout une adhésion émotionnelle et donc irrationnelle. Ce n'est pas basé sur la logique politique, encore moins sur une idéologie. C'est quelque chose de très profond qui a à voir avec la dignité, la connaissance du passé et, en particulier, le sens d'une filiation avec ses ancêtres, et bien sûr un sens aigu de l'injustice.