Mont d’an endalc’had

Abcoude

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Abcoude en Izelvroioù
Skoed ardamez Abcoude

Abcoude a zo ur gêr eus an Izelvroioù, e proviñs Utrecht. En Abcoude e kaver meur a gêriadenn : Abcoude, Baambrugge ha Stokkelaarsbrug.

Kêriadenn Abcoude

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kêriadenn Abcoude eo kêr vrasañ ar gêr. 13 km emañ eus Amsterdam, war-du ar gevred, tost da gember teir stêr : ar stêr Angstel, ar stêr Gein hag ar stêr Holendrecht.

E 2001 e oa 6431 annezad en Abcoude. 28 km² eo gorread ar gêr, ha 2678 ti a zo. E 2008 e oa 8668 annezad.[1]

Lod brasañ ar gêr a voe distrujet gant ar C'hallaoued e 1672. E 1820 e oa 1100 annezad enni.

Kêr Abcoude a voe aozet e 1941, dre gendeuziñ Abcoude-Proosdij (enni ar gêriadenn Abcoude) hag Abcoude-Baambrugge (enni ar gêriadenn Baambrugge).

Ti-kêr Abcoude

Gouarnamant lec'hel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kuzul-kêr Abcoude ez eus 13 dileuriad :

  • SVAB (strolald politikel lec'hel) - 3 dileuriad
  • VVD (Strollad ar Bobl evit ar Frankiz hag an Demokratelezh) - 3 dileuriad
  • CDA (Galv kristen ha demokrat) - 3 dileuriad
  • PvdA (Strollad al labour) - 2 zileuriad
  • D66 - 1 dileuriad
  • GroenLinks (Ar Re c'hlas) - 1 dileuriad
  1. Statistics Netherlands (CBS), Bevolkingskernen in Nederland 2001 [1].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.