Fañch an Uhel
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | François, Marie |
Anv-familh | Luzel |
Lesanv | Fañch an Uhel, Barz Treger, Fañch ar Moal |
Deiziad ganedigezh | 6 Mez 1821 |
Lec'h ganedigezh | Plouared |
Deiziad ar marv | 26 C'hwe 1895 |
Lec'h ar marv | Kemper |
Lec'h douaridigezh | Q110336096 |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, brezhoneg |
Yezh implijet dre skrid | brezhoneg, galleg |
Micher | antropologour, barzh, tudoniour, yezhoniour, collector of fairy tales |
Ezel eus | Celtic dinner |
Prizioù resevet | Prix Thérouanne, Marcelin Guérin Prize, Marc'heg al Lejion a Enor |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
François-Marie Luzel, bet ganet d'ar 6 a viz Mezheven 1821 ha marvet d'ar 26 a viz C'hwevrer 1895, a oa anezhañ ur gwerinoniour, da lavarout eo un den hag a studie sevenadur ar bobl (hiriv e vez lâret tudoniour gant darn), hag ur barzh brezhonek hag a oa bet graet « Barz Treger » anezhañ gant e genvroiz.
Anavezet eo ivez stumm brezhonek e anv, Fañch an Uhel, implijet gantañ da sinañ oberoù zo, met sinet en deus meur a varzhoneg ivez dindan an anv Fañch ar Moal.
Diwar-benn e anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud zo o deus bet skrivet e oa bet roet dezhañ an anvioù « Fañch an Uhel » ha « Barz Treger », « war-lerc'h e varv gant ar vroadelourien » (sic). Rak a-hervez eo ret bezañ broadelour evit mont betek brezhonekaat e anv.
- E 1856 en doa embannet un dastumad barzhonegoù gallek anvet "Les Chants de l'Épée", ha sinet gantañ Francès-Mary an Uhel.
- E 1943 e oa bet embannet un dibab eus e varzhonegoù brezhonek anvet Ma C'horn-Bro, ennañ ur rakskrid sinet gant ar c'hlasker Joseph Ollivier. Un notenn a zo e pajenn I ar rakskrid :
« E diegez a veze hanvet An Uhel, e Plouaret ha tro-dro ; hen ivez pa ne gemere ket eul leshano bennak, a sine e soniou hag e werziou Ann Uc’hel (pe Ann Huël, pe Ann Uhel)… »
- E dibenn al levr-se ez eus ur roll eus e holl varzhonegoù brezhonek : kant ugent bennak zo anezho. Dek anezho zo sinet gant unan eus stummoù e anv.
Da neuze, mard eo ret bezañ broadelour a-benn ober gant un anv brezhonek, eo ret anzav e oa « Fañch an Uhel » unan eus ar vroadelourien-se.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa bet e maner Keramborn, a oa neuze e parrez Plouared, p'emañ bremañ er C'houerc'had (pe ar C'hozh-Varc'had). E dad a oa François e anv hag e vamm a oa Rosalie Le Gac, labourerien-douar. E Keramborn e veze beilhadegoù alies, rak honnezh e oa plijadur tud ar maezioù, dreist-holl e-pad nozvezhioù hir ar goañv. E skol ar bourk e reas anaoudegezh gant al livour Yan Dargent, a oa da vezañ unan eus e fealañ mignoned.
Abalamour d'e eontr ar C'hwerv (Le Huerou) a oa kelenner war an Istor e Skolaj Roueel Roazhon eo e c'hallas mont di d'ober e studi ha da dremen e vachelouriezh. Sur-mat e hiraezhe, da noz e sal-gousket ar skol, d'e Vro-Dreger ha da veilhadegoù Keramborn, hag e wiske anezho en ur vantell romantel.
Deuet e-maez ar skol e soñjas mont da vedisin war vor, hag evit-se eo ez eas da studiañ da Vrest. Dilezel a reas ar studi-se avat ha klask a reas mont da gelenner. E gwirionez e oa mestr-studi (evel tudenn al levrioù Le Petit Chose, Le Bachelier, pe David Copperfield) ha ne gave ket tamm labour stabil ebet. E 1858 e kelenne e lise Naoned ha goude un nebeud mizioù e oa o labourat en ur burev e prefeti Roazhon ma reas anaoudegezh gant Adolphe Orain, a vo folklorour Bro-Roazhon.
Goulenn a reas digant Ministrerezh an Deskadurezh bezañ anvet da glask war-lerc'h dornskridoù kozh dre Vreizh-Izel, ha sikouret e voe gant an Tregeriad all Ernest Renan da gaout ur yalc'had a-berzh-stad evit se. Dont a eure a-benn da zastum evel-se un toullad mat a gontadennoù, a ganaouennoù hag a bezhioù-c’hoari kozh, ma c'hallas sevel ganto meur a levr. Ar pep brasañ avat a voe dastumet e Treger ha Marc'harid Fulup, eus Plûned, eo an hini a zegasas dezhañ ar muiañ a zanvez.
E 1868 eo e krogas da embann an danvez dastumet. Da gentañ e teuas er-maez ar c'hentañ eus ar pevar levr a ya d'ober Gwerzioù ha Sonioù Breizh Izel. Er bloaz war-lerc'h ec'h embannas al levrad kentañ a gontadennoù, Contes et Récits populaires des Bretons armoricains.
Tabut Barzaz Breiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1872 e oa e Kendalc'h an Association bretonne (Kevredigez Breiz) e Sant-Brieg hag eno e lennas ur skrid a damalle da Gervarker, oberour Barzaz Breiz, bezañ embannet, tri bloaz ha tregont a-raok, kanoù ha n'en doa ket gallet klevout. Tabut a savas diwar-se, nac'het e voe embann e skrid gant Kevredigez Breiz, ma rankas an Uhel e embann e-unan. Ouzhpenn kant vloaz e padas tabut Barzaz Breiz. En un dezenn e skrivas Francis Gourvil e 1960 e oa bet ijinet kanoù al levr. Diwezhatoc'h e skrivas Donatien Laurent e oa bet kemmet kalz ar c'hanoù gant Kervarker, nemet atav (war-bouez nebeut) en devoa labouret diwar ganoù dastumet pe adskrivet gantañ e-unan.
Eus 1874 da 1880 e labouras evel kelaouenner politikel er gelaouenn republikan l'Avenir de Morlaix. Goude e voe barner-a-beoc'h e Daoulaz. E 1881 e kavas labour stabil a-benn ar fin evel dihellour e Dihelldi Departamant Penn-ar-Bed, e Kemper. Eno e reas anaoudegezh gant Anatol ar Braz, a oa o kelenn el lise, hag a zeuas da vezañ diskibl dezhañ pa zastumas kontadennoù ivez, nemet ne embannas ket anezho en o yezh orin, hag a reas enklaskoù eveltañ diwar-benn ar c'hoariva brezhonek kozh.
Nac'het kelenn brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1888 e skrivas da Renan evit ma c'houlennje digant Ministre an Deskadurezh reiñ aotre da Anatole Le Braz da gelenn brezhoneg e lise Kemper. Goulenn a reas Renan, met nac'het e voe an aotre.
Bloavezhioù diwezhañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anvet e voe an Uhel da guzulier-kêr evel republikan, ha kemer a reas perzh e Kevredigezh Hendraouriezh Penn-ar-Bed, a oa renet gant Kervarker. E 1895 e varvjont o-daou, ar republikan yaouank a-raok ar beskont kozh.
Penaos e laboure ?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Evit ar gwerzioù ha sonioù en deus klasket reiñ ar stumm a gleve, pa venne ober labour skiantel.
- Evit ar c'hontadennoù e oa un tamm mat disheñvel.
Ne gomprene ket al ‘’labour skiantel ‘’ en hevelep doare. Dezhañ ne dalveze ket ar c'hontadennoù dre ar yezh nag evit o yezh. Ne oa nemet an danvez, steuenn ar gontadenn, hag a oa enne talvoudegezh skiantel. 1° Goude skrivañ un diverrañ eus ar gontadenn klevet gantañ ec'h adsave anezhi en e gambr. 2° Diwezhatoc'h e troe ar skrid e galleg evit an embann, o klask chom tost d'an troiennoù brezhonek a-wechoù.
- Skrivet en deus (lizher meneget en ur pennad gant Françoise Morvan el levr Contes Bretons) e veze implijet an amzer-vremañ gant ar gonterien dreist-holl, hag e lakae an amzer-dremenet en droidigezh. Hervez Françoise Morvan neuze en dije implijet an amzer-dremenet e brezhoneg evit ober evel e galleg (pajennoù 178 ha 179 eus al levr).
- Ma vez kavet stummoù eus Treger dreist-holl en e skridoù, e kaver ivez stummoù eus Leon, hag a-wechoù eus Kerne, betek e kontadennoù dastumet e Plouared.
Tonioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Siwazh ne oa ket bet notennet tonioù ar gwerzioù hag ar sonioù gantañ. Gant ar soner Maurice Duhamel e oant bet dastumet diwezhatoc'h, etre 1909 ha 1912, digant kanerien disheñvel diouzh ar re o doa kanet dirak An Uhel. Embannet en deus an tonioù-mañ, koulz ha re enrollet gant an Aotrou Vallée war bladennoù koar, en e levr "Musiques Bretonnes" deuet er-maez e 1913.
Embannadurioù brezhonek pe brezhonek-gallek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bepred Breizad, divyezhek, Montroulez, Haslé 1865. E embannadur kentañ e brezhoneg avat e voe an dastumad barzhonegoù brezhonek ha gallek Bepred Breizad, e 1865. Kanañ a ra ennañ Breizh, he fobl, he yezh… peadra da vezañ lakaet da vroadelour en amzer a hiziv ! (E 1943 el levr Ma c'horn bro, eo moarvat ar memes barzhonegoù a gaver hep ar galleg).
- Gwerziou Breiz-Izel , daou levr divyezhek, an Oriant, 1868 ha 1874. Levrenn 1 da vezañ gwelet war lec'hienn levraoueg niverel skol-veur Roazhon 2, levrenn 2 da vezañ gwelet war lec'hienn levraoueg niverel skol-veur Roazhon 2
- Soniou Breiz-Izel , daou levr divyezhek, Pariz, 1890 ha 1891.
- Kontadennou ar bobl e Breiz-Izel, Kemper, ar Gwaziou, 1939.
- Ma c'horn-bro, Kemper, ar Gwaziou, 1943.
- Gwerzioù kozh Breizh, Al Liamm, 1970. Un dibab gwerzioù evit ar studierien.
- Kontadennoù ar Bobl , 5 levrenn, Al Liamm, 1984, 1985, 1988, 1989, 1994.
- Sainte-Tryphine et le roi Arthur, Mystère breton en deux journées et huit actes, Quimperlé, Clairet (1863). Levr divyezhek. Da vezañ gwelet war lec'hienn levraoueg niverel skol-veur Roazhon 2
- Sainte Tryphine et le roi Arthur, PUR ha Terre de Brume, 2002. Kinniget gant Françoise Morvan. War-bouez he rakskrid 50 pajennad eo adembannadur rik levr 1863.
- Santez Trifin hag ar roue Arzur, Emgleo Breiz. Adembannadur skrid brezhonek levr divyezhek 1863, lakaet er skritur lesanvet falc'huneg, hep na vije bet an disterañ linenn klemm a-berzh Françoise Morvan, na netra par d'ar reuz war-lerc'h embannadur kontadennoù an Uhel gant Al Liamm.
Embannadurioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Contes et Récits populaires des Bretons armoricains (1869). Embannadur nevez: PUR, Terre de Brume (1996), skrid kinniget ha diazezet gant Françoise Morvan, rakskrid gant Nicole Belmont.
- De l'authenticité des chants du Barzaz-Breiz de M. de La Villemarqué Saint-Brieg, Guyon (1872)
- Veillées bretonnes (1979) (embannadur nevez : PUR ha Terre de Brume, 2002, skrid kinniget ha diazezet gant Françoise Morvan).
- Légendes chrétiennes de Basse-Bretagne Paris, Maisonneuve (1881) (embannadur nevez: PUR ha Terre de Brume, 2001, skrid kinniget ha diazezet gant Françoise Morvan)
- La Vie de Saint Gwennolé, Quimper, Cotonnec (1889)
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pierre Batany, Luzel, poète et folkloriste breton. 1821-1895 Roazhon, Simon (1941).
- Françoise Morvan, François-Marie Luzel, Terre de Brume - PUR, Roazhon (1999).
- Joseph Ollivier, Les contes de Luzel (Rakskrid gant Per Denez, suivie d'une Postface sur “Contes Bretons” PUR-Terre de Brume, 1994), Hor Yezh, 1995 ISBN 2-910699-11-0.
- Maurice Duhamel, Musiques bretonnes. Rouart, Lerolle et Cie, Paris, 1913. Adembannet gant Dastum e 1997.
Skrivet diwar-benn Fañch an Uhel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivet gant Françoise Morvan er goudeskrid d’al levr Contes Bretons de Luzel (PUR/Terre de Brume, 1994).
- …embannadur ar c’hontadennoù dornskrivet gant Al Liamm …bet lakaet da adskrivañ en ur skritur anvet « peurunvan » a ra anezho skridoù standardekaaet kempred en un doare faos. (p. 180)
- O zalvoudegezh … eo diskouez Luzel o sevel war un dro an doare-skrivañ, an ereadurezh, ar c’heriaoueg ur yezh skrivet ha n’eus ket anezhi e gwirionez, hag a zo ar gomz-plaen vrezhonek, n’eo ket komz plaen ar sarmonioù, met yezh ar bobl, a rank treuzskrivañ evit ar wech kentañ.
- Gwelout ober al labour-se dirak hon daoulagad, hag ober anezhañ dre an droidigezh, diwar gudennoù an tremen eus an eil yezh d’eben, sede petra a ra dezho bezañ a-vremañ, hep o far.
Diskiant ar brezhoneger a soñjfe eo gallout lenn ar yezh orin anezho a ra o zalvoudegezh .
- …ar yezh, fiñvus, kemmus, strewet en he c’hant doare da gomz, a ro dezhañ ur frankiz a glask lakaat da vale dorn-ha-dorn gant reuter an unvaniñ desket er skolioù gall
- … an doare-skrivañ ijinet gant Luzel… a ziskouez ur preder kaset en-dro gant ar c’hoant da aesaat ar c’hompren…
Doareoù-skrivañ zo ha n'int ket graet evit aesaat ar c'hompren.
- … e zibaboù e-keñver an doare da skrivañ a ziskouez ur spered digor enebet-krenn ouzh reuter reizhennoù La Villemarqué hag a ya a-unan kenañ gant nac’h lakaat ar bobl da blegañ d’ur yezh « gwellaet » ha glanoc’h a ouenn …
Ha pa gomzer eus glanded ar ouenn n'emaomp ket pell, anat, eus an naziegezh.