Jean Jaurès
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv ganedigezh | Auguste Marie Joseph Jean Léon Jaurès |
Anv-bihan | Jean |
Anv-familh | Jaurès |
Deiziad ganedigezh | 3 Gwe 1859 |
Lec'h ganedigezh | Castras |
Deiziad ar marv | 31 Gou 1914 |
Lec'h ar marv | Pariz |
Doare mervel | muntr |
Killed by | Raoul Villain |
Lec'h douaridigezh | Panthéon, Chaudun |
Breur pe c'hoar | Louis Jaurès |
Pried | Louise Bois |
Yezhoù komzet pe skrivet | latin, esperanteg, galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Tachenn labour | prederouriezh |
Implijer | L'Humanité, La Dépêche du Midi, University of Toulouse |
Karg | kannad gall, kannad gall, Prezidant |
Bet war ar studi e | École normale supérieure, Lycée Louis-le-Grand, Collège Sainte-Barbe |
Bet studier da | Bernard Germa |
Lec'h labour | Pariz |
Strollad politikel | SFIO |
Diellaouet gant | Archives nationales |
Prizioù resevet | Concours général, agrégation de philosophie |
Dastumad | Capitole de Toulouse |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Jean Jaurès (anv leun: Auguste Marie Joseph Jean Léon Jaurès) bet ganet d'an 3 a viz Gwenholon 1859 e Castras (Castres), en Okitania, ha drouklazhet e Pariz (Bro-C'hall) d'an 31 a viz Gouere 1914.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Politikour gall e oa. Drouklazhet eo bet e Pariz, d'an 31 a viz Gouere 1914 gant Raoul Villain. Prezeger ha dileuriad sokialour anezhañ, eo brudet evit bezañ a-enep ar brezel, e koulz ar Brezel-bed kentañ. Ganet eo bet e Castres e 1859 en ur familh a vourc'hizien uvel. Ur skoliad donezonet eo ha dont a ra da vezañ skoliad e lise Louis Le Grand e Pariz. E 1878 eo degemeret e Normale Sup', kentañ er genstrivadeg dirak Henri Bergson. E 1881 en deus bet e "agrégation" e Prederouriezh, en trede renk. Mont a ra da gelenner, neuze. Difenn a ra Alfred Dreyfus, tamallet da vezañ treitour gant an arme, ha klask harpañ ar Republik. Nec'het bras eo gant gant ar brezel a zeu. Gervel a ra gant ar strollad sokialour nevez-krouet gantañ ha gant mouezh e gazetenn "l'Humanité" al labourerien da herzel al labour a-enep ar brezel. Kaz o deus ar vroadelourien c'hall outañ. Drouklazhet eo e tavarn "le Croissant", d'an 31 a viz Gouere 1914, nebeut amzer goude marv Franz Ferdinand, hêr Aostria-Hungaria.