36
Neuz
Bloavezhioù: 33 34 35 - 36 - 37 38 39 | |
Dekvedoù: 10 - 20 - Bloavezhioù 30 - 40 50 | |
Kantvedoù: Iañ kantved kt JK - Iañ kantved - Eil kantved | |
Milvedoù: Iañ milved kt JK - Iañ milved - Eil milved |
Diwar-benn bloaz 36 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ | |
Evit ar bloaz -36, gwelet ar bajenn : | -36 |
Evit an niver 36, gwelet ar bajenn : | 36 (niver) |
789 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr Roma) / 0036 PC (goude ganedigezh J.-K.)
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Impalaer : Tiber (Tiberius Caesar Divi Augusti Filius Augustus), adalek an 19 Eost 14 (>16.03.37)
- Koñsuled : Sex(tius) Papinus Allenius & Q(intus) Plautius
- Addimeziñ a ra Herodez Antipas gant Herodias, merc'h da Aristobulus (27); sevel a ra e dad-kaer, Aretas Nabatea, a-enep dezhañ ha pilat a ra anezhañ. Klemm a ra Antipas ouzh Tiber, en aner, dre ma n'eo ket harpet gant Vitellius, gouarnour Siria.
- Da-heul ul lazhadeg Samaritaned e-harz menez Garizim ha klemm Bodad ar Samaritaned eo kaset Pontius Pilatus da Roma gant legad Siria evit rentañ kontoù diwar-benn moustradur an emsavadeg.
- Marcellus, prokulator Jude, Samaria hag Edom.
- Trec'h eo L. Vitellius war Artabanus Parthia e-ser harpañ Tiridates III, anezhañ ur c'hoanteg all evit an tron.
- Cunobelinos, roue an Drinovanted hag ar Gatuvellauned (c. -10/+40)