Mont d’an endalc’had

Filipinez

Eus Wikipedia
Stumm eus an 11 Gou 2022 da 16:03 gant Patroller engineer (kaozeal | degasadennoù)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Repúbliká ng̃ Pilipinas
Republic of the Philippines

Banniel Filipinez Ardamezioù Filipinez
(Banniel Filipinez) (Ardamezioù Filipinez)
Ger-stur broadel: Maka-Diyos, Makatao, Makakalikasan, at Makabansa (Filipineg)
For the Love of God, People, Nature, and Country (saozneg)
Kan broadel

Lupang Hinirang

(Bro Dibabet)
Gorread
-En holl
-% dour

300 000 km² (71vet)
0.6%
Poblañs istimet
87.857.473 a annezidi. (2005) (12vet)

76.498.735 a annezidi. (2000)

Stankter ar boblañs 276km² (27vet)
Yezhoù ofisiel Filipineg (tagalog), saozneg
Yezhoù lec'hel sougbouaneg, ilokanoeg, ilongoeg (hiligaynon), bikoleg, winarayeg, kapampanganeg, pangasinan, kinaray-a, maranao, maguindanao, tausug ha re all
Kêr-benn Manila (Maynila)
Daveennoù Kêr-benn 14º 35’ N 121º K
Doare riegezh Dizalc'hiezh
Deiziad diazezañ dizalc'hiezh eus Spagn
12 Mezheven 1898 (ofisiel)
Doare gouarn Demokratelezh Republik Unelour
Titl ar pennoù Prezidant
Besprezidant
Anv ar Pennoù Rodrigo Duterte
Leni Robredo
Kêr vrasañ Kêr Quezon
Moneiz Peso Filipinez
Kod moneiz PHP
Kod pellgomz 63
Kod Kenrouedad .ph
Gwerzhid eur (UTC + 8)
Anv an annezidi Filipinezad, Filipineziz
Anavezout a ra bonreizh 1987 ar filipineg da yezh vroadel. Ofisiel eo ar saozneg hag ar filipineg.
Sellet e vez ouzh ar yezhoù lec'hel evel ouzh adyezhoù ofisiel e-lec'h ma vezont implijet.
Spagnoleg hag arabeg a c'haller da implijout war un diazez "youlek ha diret"; n'int ket yezhoù ofisiel avat.

Republik Filipinez eo anv ur Stad a ya un enezeg d'hec'h ober e kornôg ar meurvor Habask e-tro 100 km e gevred kevandir Azia. Bez' eo strollad inizi en norzh da Indonezia. Bevennet eo er reter gant mor Filipinez, er c'hornôg gant Mor Sina ar Su, hag er su gant Mor Sulawesi. Un nebeud kantadoù a gilometradoù alese emañ Malaysia gant enez Borneo er mervent ha, dres en norzh, enez Taiwan dispartiet diouzh enezenn filipinezat Luzon gant strizh-mor Luzon. Un tamm mat pelloc'h er su emañ inizi indonezian ar Molukez hag ar Selebez, hag er reter pellañ da mor Filipinez emañ enez Stad Palau.

Un enezeg a ya ur 7.107 enez bennak d'hec'h ober eo Filipinez. En em astenn a ra war e-tro 300.000 km2 ha sevel a ra ar boblañs anezhi da 86.241.697 a annezidi (2004). Boas eur da rannañ an inizi anezhi e tri strollad bras : Luzon (m'emañ an enezenn anvet evel-se war-eeun, ar vrasañ eus Filipinez, ha re all evel Palawan, Mindoro ha Masbate), ar Visayas (m'emañ, eus ar vrasañ d'ar vihanañ, inizi Negros, Samar, Leyte, Panay, Cebú, Bohol ha re all bihanoc'h c'hoazh) ha Mindanao (enez vras all Filipinez, m'emañ ivez enezeg Sulu).

Porzh Manila, war enez Luzon, eo kêr-benn ar vro ha kreiz un tolpad kêrioù, pe meurgêr, anvet Metro Manila ma vev ouzhpenn daou vilion a dud. Er veurgêr emañ ivez, e-touez re all, Quezon City, ar gêr-benn gozh (1948-1976). Heverk eo Davao ivez, war enez Mindanao, gant tremen ur milion a dud, ha Cebú (war an enez anvet memes mod), gant e-tro 750.000.

Tomm eo an hin, gleborek ha trovanel. Sevel a ra ar wrez keitat war ar bloaz da 26.5°.

Dindan koadegi trovanel emañ an darn vrasañ eus an inizi, meneziek-holl hag a orin volkanek. Menez Apo) eo ar poent uhelañ, e Mindanao, gant 2.954 m. Bev eo ar bras eus menezioù-tan ar vro evel, da skouer, ar Pinatubo. En em gavout a ra ar vro dres war gouriz tifonoù kornôg ar meurvor Habask ha kastizet e vez ingal bep bloaz gant e-tro 19 tifon.

Meur a vor diabarzh zo er vro evel mor Luzon, mor Sulu, mor Bohol ha mor Mindanao.

Filipinez hiziv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trevadennet eo bet ar vro gant Spagn (1565-1898) hag ar Stadoù-Unanet (1898-1946). Brezel a reas SUA etre 1899 ha 1902 da zont a-benn ouzh ar vroadelourien[1].


Ganto eo bet merket al levezonioù diavaez kreñvañ war sevenadur ar vro. Bez' eo inizi Filipinez, asambles gant Timor ar Reter) dres, div vroad katolik pennañ gevred Azia hag unan eus re bet kornôgelaet ar muiañ, ur meskaj hep e bar etre ar c'huzh-heol hag ar sav-heol.

Daoust dezhi bezañ bet bro diorroetañ Azia e dibenn an eil brezel bed eo sanket Filipinez en un enkadenn armerzhel ha politikel grevus a-feur ma tremene ar bloavezhioù. N'eus ken nemet abaoe un nebeud bloavezhioù ma klask sevel he fenn en-dro gant ur c'hresk armerzhel etre, a-drugarez d'an arc'hant degaset gant an dornioù labour divroet en estrenvro ha boum teknologiezhioù ar c'helaouiñ hag ar c'hehentiñ. Kudennoù pennañ ar vro eo ul luskad dizalc'hour islamour e su Mindanao, emsavadegoù komunour war ar maez (Ethnic group, pe Lu Nevez ar Bobl), an divarrek m'eo bet politikourien ar vro a-holl viskoazh, an digoadañ ha saotradur ar mor hag an arvor.

Dreistpoblet eo ar vro abalamour d'ur feur genel uhel-tre, kalz uheloc'h eget ar varvidigezh. N'eus ket pell-se zo c'hoazh e oa an uhelañ en Azia. Tabut zo etre ar gouarnamant hag an Iliz katolik war an diskoulmoù a c'hallfe bezañ d'ar gudenn-mañ gant doareoù kalvezel (hilastaliñ, sterilekaat, hag all) pe naturel (emziouer ha darempredoù rev mareadek), pep hini eus e du.

Rannvro Anv Kreizenn c'houarnamant
Northwestern Luzon Region Region I San Fernando City, La Union
Cagayan Valley Region Region II Tuguegarao City, Cagayan
Central Luzon Region Region III City of San Fernando, Pampanga
CALABARZON Region¹ ² Region IV-A Calamba City, Laguna
MIMARO Region¹ ² ³ Region IV-B Calapan City, Oriental Mindoro
Bicol Region Region V Legazpi City, Albay
Western Visayas Region³ Region VI Iloilo City
Central Visayas Region Region VII Cebu City
Eastern Visayas Region Region VIII Tacloban City, Leyte
Zamboanga Peninsula Region Region IX Pagadian City, Zamboanga del Sur
Northern Mindanao Region Region X Cagayan de Oro City
Davao Region Region XI Davao City
SOCCSKSARGEN Region¹ Region XII Koronadal City, South Cotabato
Caraga Region Region XIII Butuan City
Mindanao Tagalog Cotabato City
Cordillera Administrative Region CAR Baguio City
National Capital Region NCR Manila





  1. https://www.cairn.info/revue-bulletin-de-l-institut-pierre-renouvin-2017-1-page-15.htm